Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Kavout un niver a elfennoù, ur c'hementad dre ober ur jedadenn. Kontañ ar mizioù a chom a-raok dibenn ar bloaz. Kontañ e arc'hant. 2. Dre ast. Lakaat udb. e penn-kont evit prizioù un niver, ur c'hementad, h.a. Kontañ a rit ar mizoù kas ivez ? & Trl. Hep kontañ udb. : hep e lakaat e penn-kont. Daou-c'hant e oant eno, hep kontañ ar vugale. [1878] Evel a welit, kalz tud e tleemp bezañ evit bale war-zu Brest, hep kontañ ar re hor bije kavet en hent en ur vont. II. V.g. 1. Niveriñ. Kontañ dre zegadoù. Kontañ war e vizied. Gouzout kontañ : bezañ gouest da niveriñ. 2. Kaout pouez (en ul lec'h, en un ensavadur, en ur gevredigezh). Hennezh ne gont ket kalz en ti-se. Ar brezhoneg a gonto c'hoazh en amzer da zont. III. V.k.d. Kontañ war ub., udb. : fiziout ennañ. Kontañ a ran kalz warno. Arabat kontañ re war ho mignoned. [1877] — Ya, ya, rak ma n’her lakeomp ket d’ar marv, eñ hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’eus ket da gontañ war wellaat ennañ ; alies a-walc’h eo bet kenteliet, ha gwelloc’h eo bezañ kiger eget bezañ leue. IV. V. em. EN EM GONTAÑ : ober gwall stad eus an unan. Hennezh en em gont. HS. (en em) gavout, (en em) zougen. V. Impl. da ak. Bezañ gouiziek war ar c'hontañ : bezañ barrek-kenañ da niveriñ, da jediñ.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

'vide in' daou, hag en kontañ

1499
Daveenn : LVBCA p50, 70, 94, 121 ('vide in' deux et sous compter [voir sous l'article deux et sous compter])

kontañ

1499
Daveenn : LVBCA p121 (compter)

kontañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg calculer

ur gourhed, a gonter pemp troatad, ha daouzek gourhed, hanter-c'hant troatad hed

1732
Daveenn : GReg pg (une) brasse (se compte 5 pieds, 15 brasses, 50 pieds)

kontañ

1732
Daveenn : GReg pg calculer, compter

kontet

1732
Daveenn : GReg pg calculer

Kontañ a reer seizh vloaz e-lec'h seizh deiz dre bep hini eus a sizhunioù ar Profed Daniel, evit kavout d'ar just, an amzer eus a zonedigezh-vat ar mesia war an douar.

1732
Daveenn : GReg p. (L'on compte des) semaine(s d'années, au lieu de semaines de jours, pour trouver l'accomplissement de la Prophetie de Daniel).

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Daveenn : GReg pg arche (de Noë)

skiant a zesk da gontañ ervat

1732
Daveenn : GReg pg arithmetique

kontañ

1732
Daveenn : GReg pg compter, calculer, supputer

kontet

1732
Daveenn : GReg pg compter, nombrer

kontiñ

1732
Daveenn : GReg pg compter, nombrer

kontañ war e vizied

1732
Daveenn : GReg pg compter (sur ses doigts)

un eil gwech ez konto

1732
Daveenn : GReg pg (il) compte (sans son hôte)

kontet evit netra

1732
Daveenn : GReg pg compté (pour rien)

kontañ war un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg flater (Se flater de quelque chose.)

kontet war un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg flater (Se flater de quelque chose, pp.)

kontañ war &c

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose)

kontet war &c

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose, pp.)

Me gont en digasiñ.

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Je me fais fort de l'emmener.)

kontañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg koñta

kontañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouñta (Compter, calculer).

— Ya, ya, rak ma n’her lakeomp ket d’ar marv, eñ hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’eus ket da gontañ war wellaat ennañ ; alies a-walc’h eo bet kenteliet, ha gwelloc’h eo bezañ kiger eget bezañ leue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.109

Dek soudard, o c’hontet mat em eus, a dro beg o fuzulioù war-zu ennañ ; krediñ a raen edont o vont d’e zrailhañ... ha va c’halon a zaouhantere etre ar spont hag al levenez !...

1877
Daveenn : EKG.I. p.186

Diaes eo kontañ pet den en deus kaset d’ar prizon ha zoken d’ar marv, hep komz eus ar re a heskine bemdez e pep giz, krisañ ma c’helle.

1877
Daveenn : EKG.I. p.102

O c’hontañ em boa c’hoant da ober evit gouzout pet e oant.

1878
Daveenn : EKG.II p.88

Evel a welit, kalz tud e tleemp bezañ evit bale war-zu Brest, hep kontañ ar re hor bije kavet en hent en ur vont.

1878
Daveenn : EKG.II p.103

Ne dorran ket va fenn gant seurt merfeti, ha kontañ a ran war va fedennoù hag hanterouriezh ar Werc'hez Vari binniget-dreist, krouet dibec'hed, da gaout ar peoc'h a-zivout va diantegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Rak, ni, an Dibabidi, ne veritomp ket hon enor. N'omp netra nemet uloc'h ha sempladurezh. Netra ne gont nemet an Aotrou hag E c'hras...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Kaer hon eus kontañ, adkontañ, klask ar pezh hon eus graet bemdez, ne zeuomp ket a-benn da adkavout an devezh diank.

1985
Daveenn : DGBD p39

Laouenaat a ray neuze rak, ma savan e karg evit gwir, ne vo ket ret dezhi ken kontañ an arc'hant gwenneg ha gwenneg bemdez.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Gouzout a ran e kontes a-wenneion betek ma'm boa bet ma doktorelezh.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Daveenn : DISENT p77

Ofis publik ar brezhoneg