Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1732] Maen a valir diouzh tal ur voger hag a dalvez da harpañ ur gourin, ur c'harid, mantell ur siminal. Korbelloù ar siminal. HS. Skourjez. 2. Korbell-dibr, korbell-bas : pep hini eus an daou bezh kromm, staget an eil ouzh egile, a ya d'ober framm un dibr, ur bas. Dimp e oa ret kroaziañ hon divesker war korbell an dibr evit mirout a vezañ glebiet. Ar c'hleze en doa staget ouzh korbell e zibr. & Dre verr. Korbell a-ziaraok, korbell a-ziadreñv. DHS. pommell. 3. Avel-gorbell, barr-korbell : avel hag a zilec'h en ur droidellañ gant nerzh. DHS. kelc'hwidenn, korventenn. HS. avel-dro, trowent. 4. Trl. skeud., pemdez (er relijion gatolik) Kaout korbell : na vezañ aotreet da gomuniañ, ha, dre ast., bezañ nac'het an absolvenn outañ. Ma mab en deus bet korbell evit e bask kentañ. & Reiñ korbell da ub. : nac'h komuniañ ub. & Kaout korbell : c'hwitañ gant un arnodenn ha, dre ast., koll an dilennadegoù. An danvez-kannad zo sur da gaout korbell. & Reiñ korbell da ub. : chom hep reiñ ar geidenn dezhañ evit un arnodenn.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

korbell vazh

1732
Daveenn : GReg pg bat (courbet de bât)

kaout korbell

1732
Daveenn : GReg pg absolution

korbell

1732
Daveenn : GReg pg arçon, bat (courbet de bât), courbet (partie d'un bât de mulet), delay (d'absolution)

korbell a-ziadreñv

1732
Daveenn : GReg pg arçon (de derrière), bat (courbet de derriere)

korbell a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg arçon (de devant)

korbell bas

1732
Daveenn : GReg pg arçon

korbell dibr

1732
Daveenn : GReg pg arçon

korbelloù

1732
Daveenn : GReg pg arçon, bat (courbet de bât), courbet (partie d'un bât de mulet)

korbell a-ziaraok

1732
Daveenn : GReg pg bat (courbet de devant)

korbelloù bazh

1732
Daveenn : GReg pg bat (courbet de bât)

korbell

1850
Daveenn : GON.II pg korbel

korbelloù

1850
Daveenn : GON.II pg korbel

korbell

1909
Daveenn : BROU p. 216 (expression employée pour les enfants refusés pou rla première communion)

reiñ korbell da

1931
Daveenn : VALL pg ajourner (à l'absolution, aux examens)

korbell dibr

1931
Daveenn : VALL pg arçon

kaout korbell

1931
Daveenn : VALL pg (ne pas recevoir l')absolution (être différé pour l'absolution)

Notennoù studi

Ger benel gant Martial Ménard e Devri, ha gant ar Gonideg.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial