I.
1. Benveg gelver pe kemenn, graet gant ur c'horn kleuz, a daol ur son boud pa c'hwezher ennañ.
Kerkent e voe klevet ar c'horn-boud o seniñ, digor e oa ar chase. Ur c'horn-boud olifant. Ur gward a sonas e gorn-boud.
2. Dre ast. (db. karbedoù zo)
Benveg kemenn a lakaer d'ober trouz a-benn sachañ evezh ar re all.
Ha ne ehane ket e gorn-boud da vlejal.
&
(db. ar bigi)
Benveg kemenn a lakaer da seniñ pe ne weler ket mat war vor.
Sevel a reas klemmadenn ar c'horn-boud er mor ; moarvat e oa savet latar.
3. Ent strizh (db. ar biniaouioù)
Korzenn stag ouzh ar sac'h a daol ur son boud dibaouez.
II.
Dre skeud.
1. Mouezh (ur vuoc'h).
Ar Vailhenn ! Anavezout a raen he c'horn-boud.
2. Bugel a ra trouz en ur c'harmiñ pe en ur leñvañ en un doare unton.
Korn-boud !
Daveenn :
GON.II
pg biniou (Cet instrument [Musette. Cornemuse] [...] est composé [...] d'un gros bourdon, "ar c'horn-boud" [...] ).
korn-boud
1850
Daveenn :
GON.II
pg korn-boud (Cor. Cornet. Trompette. Le bourdon d'une musette).
kornoù-boud
kornou-boud
1850
Daveenn :
GON.II
pg korn-boud (Cor. Cornet. Trompette. Le bourdon d'une musette. Pl.)
Kargoù all padus ar Gorsedd a zo : 2° - Drouiz eilrener, 3° - Arouezvarzh, 4° - Privarzh (douger uhelvarr, ha gwisker ar Varzhed), 5° Privovez, 6° Douger banniel, 7° - Douger kleze, 8° Douger korn-boud, 9° - Douger korn hirc'hlas.
Kargou all padus ar Gorsedd a zo : 2° - Drouiz eil rener, 3° - Arouezvarz, 4° - Privarz (douger uhel-var, ha gwisker ar Varzed), 5° Privovez, 6° Douger banniel, 7° - Douger kleze, 8° Douger korn-boud, 9° - Douger korn-hirlas.
1909
Daveenn :
REZI
p. 8
O roeñvat hag o seniñ ar c’horn-boud da gelenn ha da heñchañ e genvrezelidi, e renas an argasadenn betek ar penn, hag eñ gloazet hag o redek e wad dre veur a c’houli.
O roenvat hag o seni ar c’horn-boud da gelenn ha da hencha e genvrezelidi, e renas an argasadenn beteg ar penn, hag hen gloazet hag o redek e wad dre veur a c’houli.
1923
Daveenn :
SKET
p.135
Pa vi aet e-biou d’ar roc’h trifennek-hont, e nesañ pleg-tro ar stêr, e c'hwezhin em c’horn-boud arem.
Pa vi aet ebiou d’ar roc’h trifennek-hont, e nesa pleg-tro ar stêr, e c’houezin em c’horn-boud arem.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.45
Pedet int holl da zont da valarjezañ ha da zigas gante o filligoù arem, o zaboulinoù, o c’herniel-boud, o binioù hag o bombardoù, evit enoriñ an aotrou hag an itron nevez.
Pedet int holl da zont da valarjea ha da zigas gante o filligou arem, o zaboulinou, o c’herniel-boud, o biniou hag o bombardou, evit enori an ôtrou hag an itron neve.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.156
Ar binioù, ar bombardoù a gane da heul ar mouezhioù, ar pilligoù arem a groze, an taboulinoù a skloke, ar c’herniel-boud a vleje.
Ar biniou, ar bombardou a gane da heul ar moueziou, ar pilligou arem a groze, an taboulinou a skloke, ar c’herniel-boud a vleuje.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.159
korn-boud
1931
Daveenn :
VALL
pg bourdon (de biniou)
Notennoù studi
Kornioù-boud eo ar stumm lies klasel dalc'het gant ar genyezh met kavout a reer ivez stummoù rannyezhel evel kornboudoù.