1. (alies db. an dour, ar mor, an trouz eztaolet gant loened niverus, gant ur engroeziad tud)
[1499, 1850, 1927, 1931] Trouz don, izel hag ingal.
Petra eo ar boud-se a glevan ? [1923] Boud an dourioù. Boud ar skluz. Boud ar gwenan.
2. Sap.
Ar boud er gwez.
Daveenn :
GON.II
pg boud (Qu'est-ce que ce bourdonnement, ce murmure que j'entends ? )
boud
1850
Daveenn :
GON.II
pg boud (Bourdonnement, bruit sourd et confus. Murmure), safron
Glas ha tudek eo an draonienn, goloet a wez, a zouaroù-gounit, a beurvanoù geotek, dre-holl e-leizh enni boud an dourioù ha mouezh laouen an tropelloù.
Glas ha tudek eo an draonienn, golôet a wez, a zouarou-gounit, a beurvaniou geotek, dre-holl e-leiz enni boud an douriou ha mouez laouen an tropellou.
1923
Daveenn :
SKET
p.16 (reizhet en eil kevrenn -1924- : p.148 : "Da reiza er gevrenn genta" P. 16, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « peurvaniou » lenn « peurvanou ». )
boud
1927
Daveenn :
Geri.ern
pg boud
boud
1931
Daveenn :
VALL
pg bourdonnement (& b. des abeilles)
Hag ar biniawoù bras (bagpipes) da dregerniñ… Pebezh kemm gant hor biniawoù bihan-ni : ouzh boud ur seurt benveg galloudus, n’eo ket eston e c’hall soudarded kerzhout.
Hag ar biniawou bras (bagpipes) da dregerni… Pebez kemm gant hor biniawou bihan-ni : ouz boud eur seurt benveg galloudus, n’eo ket eston e c’hall soudarded kerzout.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.116
Diwar ar bobl-se azezet, e sav evel boud un hed-gwenan, a zeu tamm ha tamm dre ma tomm ar pennoù, da vezañ ur gurun.
Diwar ar bobl-se azezet, e sav evel boud eun hed-gwenan, a zeu tamm ha tamm dre ma tomm ar pennou, da veza eur gurun.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.168
Notennoù studi
Stumm orin ar C'hatolikon a oa skrivet "bont" ha neket "bout" diwar gammskrivañ gant "u" bet skrivet e-lec'h "n". "Bont" a oa bet renket etre "boucl" ha "bouderic" ennañ. S.o. notenn Gw. ar Menn e LVBCA p40.