Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1931] Chom boud war udb. : na c'hallout mont pelloc'h gantañ, sac'het. Ken luziet e oa displegadur ar verboù latin ma chomen boud warno. 2. Bezañ boud da ober udb. : na zont a-benn d'e ober. Boud e voen da gaout o asant digant ma zud. Boud e voent da vorañ ar vag. & (er c'hoari domino) Boud on : ne c'hallan ket c'hoari ken. 3. Bezañ boud gant ub. : na c'hallout kaout ar pezh a c'houlenner, ar pezh a glasker kaout digantañ, c'hwitañ warnañ. Mar gall delc'her da vale evel-se e vint boud gantañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

boud e spered

1931
Daveenn : VALL pg bête

Pa oa bet kinniget bezhin du, bezhin glas, tali moan ha kalkod gant Anna e oa chomet boud ar galleger.

1931
Daveenn : VALL p.112

Al lec'h ma vev dre souch, n'eus nemedon o c'hoût ; / D'en lemel ac'hano e vezoc'h atav boud.

1960
Daveenn : PETO p49

Gant ar respont-se e choman boud rak barrek eo Adriani da vac'hañ e c'henoù da unan dre faltaziañ ar gwashañ.

2015
Daveenn : EHPEA p103

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial