Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Rann diabarzh ar gouzoug zo e penn traoñ ar genoù. Bezañ sec'h e gorzailhenn : kaout sec'hed. Glebiañ e gorzailhenn : evañ. & Trl. Kanañ a-leizh e gorzailhenn : a-bouez-penn. & Trl. skeud. Bezañ ramp e gorzailhenn : bezañ douget da evañ kalzik a ziedoù alkoolek. HS. gourlañchenn, korzenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

korzailhenn

1850
Daveenn : GON.II pg korsalen (Gosier, la partie intérieure de la gorge. Le canal par où sort la voix et qui sert à la respiration).

korzailhennoù

1850
Daveenn : GON.II pg korsalenn (Gosier, la partie intérieure de la gorge. Le canal par où sort la voix et qui sert à la respiration. Pl.)

Lakaet en deus anezhe da barañ war e ene a vugelig, hag e gorzailhenn en em waskas pa savas war daolenn e eñvor skeudenn ar re a gare, skeudenn ar re… Hag an dour en e zaoulagad, ar paotr a voustre war e galon.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Noz-deiz, ha deiz ha noz, an dour binniget-se [ar gwin-ardant] a rede en o [c'h]orzailhenn, evel an dour er c’han goude ur barrad-glav.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraoulet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !...

1929
Daveenn : SVBV p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial