An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.
Balthazar, mab ar sakrist, en devoa degaset eus ar gêr tog kouevr e donton bet gwechall paotr an tangwall n'ouzon ken pelec'h.
Yen-daonet e oa, pa lavaran, o vezañ ma lovee tro-war-dro en donvor ur bern skorngrec’hioù, darn diouto ken uhel, dimp da welout hag ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol, ha gant ar c’hast avel a rae, tu ebet ne gavjomp ar mintin-se da seniñ d’ar Saozon nag ar God save the king nag ar Marseillaise, rak kerkent ha ni o paourantiñ war ar pont, skornañ a reas an eoul hag an dour e ribouleroù ar binvioù kouevr.
Un dro bennak, faezh gant e glemmoù dibaouez e lakeas va c’henitervez Janed un hanter c’houlou[-]soav da deuziñ en e voued hag e tu-hont da-se kement takenn goar peget ouzh he c’hantoloroù kouevr.
Ac’hanta, e penn uhelañ al «leuveenn » dirak an iliz-veur, el lec’h end-eeun ma veze aozet warnañ bep bloaz telt ar Sakramant, setu pelec’h e fellas d’ar re-se, ha dreist-holl d’unan anezho, ar Beskont Gustav Kergezeg (1) stekañ an dolzenn gouevr hanter verglet, kizellet gant Yann Boucher, paotr delwenn vras Roazhon : ha diwar neuze e tarzhas reuz, charre ha trubuilh em Bro-Dreger.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kouevradur