Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad un den pa vez deuet kozh. Diskaret gant kozhni. [1878] Marvet eo dre gozhni. [1954] Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan. 2. Prantad diwezhañ buhez an den. Harpet eo (en) he c'hozhni gant he bugale. [1878] En he c’hozhni, brevet he c’horf gant ar remm, e c’hoantaas kaout ganti he nizez Frañseza. [1878] An Itron Le Guen de Kerneizon e deus bevet ivez betek ar gozhni an hirañ. [1954] Rankout a rae 'ta poaniañ war e gozhni da c'hounit e vara, mont bemdeiz d' an aod da besketa, da gerc'hat merl pe vezhin d'an Enez-Terc'h gant kobar e vreur o chom e Roc'h Velen. & Trl. Tennañ d'ar gozhni : mont war an oad. 3. (db. an traoù) Stad ar pezh zo diamzeret. Didalvoud eo deuet an ensavadur-se en abeg d'e gozhni.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

kozhni

1499
Daveenn : LVBCA p125 (veillesse)

kozhni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vieillesse

kozhni

1699
Daveenn : Har. pg kozhni (caducité)

gwenn gant kozhni

1732
Daveenn : GReg pg chenu (uë, blanc de vieillesse)

kozhni

1732
Daveenn : GReg pg caducité

kozhni

1732
Daveenn : GReg pg caducité

diskaret gant kozhni

1732
Daveenn : GReg pg cassé (de vieillesse)

uzet gant kozhni, pe, gant kleñved

1732
Daveenn : GReg pg caduc (ou caduque)

kozhni

1732
Daveenn : GReg pg age, caducité

soublet, diskaret gant kozhni

1732
Daveenn : GReg pg decrepit (ite)

Diskaret eo gant ar gozhni

1850
Daveenn : GON.II pg kôzni (Il est cassé de vieillesse).

Evit m'az pezo ur mab da zic'hlac'hariñ da galon, ha da vagañ da gozhni ; rak ganet eo gant da verc'h-kaer, pehini az kar ; ha kalz eo gwelloc'h dit, eget m'az pe seizh mab.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.107, Buez Ruth.

It war ho kiz, va merc’hed, hag it kuit : rak a-vremañ on koazhet gant ar gozhni, ha didalvez e-keñver an dimeziñ.

1850
Daveenn : GON.II p.99

kozhni

1850
Daveenn : GON.II pg kôsni (Voyez "kôzni" : Vieillesse, le dernier âge de la vie. Caducité, état d'un homme caduc, vieux).

kozhni

1850
Daveenn : GON.II pg kôzni (En Vannes, kôc'hni).

kozhni

1850
Daveenn : GON.II pg kôzni (Vieillesse, le dernier âge de la vie. Caducité, état d'un homme caduc, vieux).

» Da bareañ dioc'h kozhni eo ul louzoù dispar, / Eme 'r medisin-se, ar brasañ war an douar. »

1867
Daveenn : MGK p105

Ul leon asik, izil, dre ma oa kozh-meurbet / A felle dezhañ kaout louzoù oc'h ar gozhni.

1867
Daveenn : MGK p103

Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.191

Kontet eo bet din gant an Aotrou Posteg, person kozh Sant-Kadoù, e keñver Sizun, bremañ o chom, en e gozhni, e ti an Aotrou Abgrall, person Lanniliz, rak e Kergidu edo ganeomp-ni ivez Yann Bostec.

1877
Daveenn : EKG.I. p.296-297

Diwezhatoc’h, marteze, e konto deoc’h abadennoù e gozhni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1

En he c’hozhni, brevet he c’horf gant ar remm, e c’hoantaas kaout ganti he nizez Frañseza. Ar pezh a c’hoantaas a voe graet. Marvet eo dre gozhni.

1878
Daveenn : EKG.II p.233

An daeloù a rede dourek eus e zaoulagad a-hed e zivoc’h roufennet gant ar gozhni.

1878
Daveenn : EKG.II p.265

An Itron Le Guen de Kerneizon e deus bevet ivez betek ar gozhni an hirañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.233

Ar gozhni end-eeun evit an dud evurus-se n’oa ket ouzh he heul tuzumadur galloudezhioù an ene hag an holl aridennad-se a vilderioù hag a wanderioù a weler ken alies hiziv o tont a-unan ganti.

1923
Daveenn : SKET p.69

Rak, mar galler fiziout e kounerezh mab-den, evelato e tigouezh a-wechoù, da heul kozhni pe gleñved, ez afe war zisleberiñ pe zisteraat, hag e teufe an eñvoradurioù da vezañ arvarus.

1923
Daveenn : SKET p.20

Gwell eo ganen kaout ur marv enorus em oad flourañ eget stlejañ war an douar, e-doug bloavezhioù, ur gozhni didalvez.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Jarlig kozh, daoust d’e gozhni, n’oa ket hualet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

An ehan a ro deomp pa c’houlennomp ; tennet e vezomp gantañ a-zindan taol hon enebourien, diwallet diouzh mezh ha kleñved, diouzh sklavelezh ha kozhni.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

brevet gant ar gozhni

1931
Daveenn : VALL pg accabler (accablé de fatigue)

Pa zegouezhas Job ha Lom e Karreg-al-Louarn, ar voereb a oa war he gwele gant ar remm hag ar gozhni.

1944
Daveenn : ATST p.29

Rankout a rae 'ta poaniañ war e gozhni da c'hounit e vara, mont bemdeiz [sic, bemdez] d' an aod da besketa, da gerc'hat merl pe vezhin d'an Enez-Terc'h gant kobar e vreur o chom e Roc'h Velen.

1954
Daveenn : VAZA p.9

Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel : « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ».

1954
Daveenn : VAZA p.44, notenn 1

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial