I.
A. (db. al loened-mor)
1. Kresteneg dezhañ pemp rumm pivier, meudoù kreñv en e zaou bav diaraok, a vez priziet kig spesadoù zo.
Krank gwak : krank o paouez cheñch krogenn.
&
Kavell ar c'hrank : e grogenn.
&
Kambroù ar c'hrank : kombodoù e diabarzh korf ar c'hrank a gaver boued enno.
&
Dilenn kranked : dibab ar c'hig zo en o c'horf evit e zebriñ.
2. (dirak ur spizer)
Anv a roer da gresteneged zo.
Krank-kevnid : morgevnidenn.
&
Krank-kousker : krank-saoz.
&
Krank-bigorn : kresteneg bihan a ra e annez e-barzh krogennoù diberc'henn.
&
Krank-avel : krank-silioù.
B. (db. an amprevaned)
Krank-raden : marc'h-raden.
II.
Dre skeud.
A.
1. Trl. kv.
Bale evel ur c'hrank : bale a-dreuz.
&
Treut-krank : treut-tre.
2. Trl. skeud.
Bale war e grank : bale evel un denig kozh en deus poan o teuler an eil troad dirak egile.
&
Cheñch dour war ar c'hranked : staotat.
B. Dre fent
Frikañ kranked : treuzdougen marc'hadourezh en ur vag a-ratozh nepell diouzh an aod.
&
Friker-kranked : anv fentus a roer d'ar bigi bihan a ra ar vicher-se.
C. Kreskenn gig a zeu war an izili da heul ar remm.
Me zo ur c'hrank o sevel em biz.
III.
(gant ur bennlizherenn-dal)
Steredeg ar C'hrank : steredeg eus an arouezkelc'h, he anv skiantel Cancer.