Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !
kras
- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.
Evit ar pezh a selle ouzh martoloded an div skouadrenn, blejal a rejont e Cherbourg koulz ha biskoazh Hurraaaah !... Vive la Russiiiiiie ! … ha Vive la Frrrannnce ! ken na teue staon ha korzailhenn da vezañ ken kras hag oaled an ifern, rak bep tro ma c’hoarveze d’ar c’hwiled-mañ bezañ a-gevret n’eus forzh pelec’h, ha forzh pegeit amzer, a-greiz-kalon e roent da grediñ ne oa ket stag an eil bro ouzh eben gant ereoù plouz kerc’h.
Eviti da vezañ pell 'zo er vered, derc'hel a reer bete-vremañ d'ober meneg eus ar c'haezh Doue, rak bez' eus amañ e moger va liorzh war ribl an hent ur feunteun ma kaver enni hep mar na marteze gwellañ dour tro-war-dro, ha dour e-leizh, forzh pegen kras e c'hellfe bezañ an amzer.
Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ [a-heligentañ] ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »
Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.
An eil ger-mañ eo marteze an hini a zere ar gwellañ, rak ne seblant ket e vije bet tre evel an touellwelioù a c'hoarvez, hervez, er broioù kras evel m'eo dezerzhioù ar Sahara pe re gKalifornia.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kras