Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
12
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1659, 1699, 1931, 1943, 1985] Uhelenn, tuchenn. Hag ec'h en em gavjont war ur grec'hienn uhel a belec'h e welent ar mor. Pa wele e barrezig diwar ar grec'henn zo e-tal ar bourk, e galon a deuze. [1931] Tostal ar grec'henn. [1985] Gorre ar grec'henn. HS. krugell, run, torgenn, tosenn, tuchenn. 2. [1699] Pennad hent pe gorreenn zouar war-sav. Ur grec'hienn zo etre Pont ar C'hreun ha Keroulin. DHS. dinaou, diribin. HS. grav.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

kenec'henn

1499
Daveenn : LVBCA p125 (tertre)

kenec'henn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tertre

krec'henn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg colline, tertre

krec'henn sonn

1699
Daveenn : Har. pg krec'henn, sonn (montée roide)

krec'henn

1699
Daveenn : Har. pg krec'henn (colline, tertre)

kenec'henn

1732
Daveenn : GReg pg colline

krec'henn

1732
Daveenn : GReg pg colline (petite côte élevée au-dessus de la plaine)

krec'hennoù

1732
Daveenn : GReg pg colline

ur grec'henn gaer

1732
Daveenn : GReg pg colline

kenec'hennoù

1732
Daveenn : GReg pg colline

krec'hiennoù

1850
Daveenn : GON.II pg krec'hen, krec'hien

krec'hennoù

1850
Daveenn : GON.II pg krec'hen, krec'hien (Colline, petite montagne qui s'élève doucement au-dessus de la plaine. Eminence. On l'emploie aussi dans le sens de montée, tertre. Pl.)

krec'hienn

1850
Daveenn : GON.II pg krec'hen, krec'hien (Colline, petite montagne qui s'élève doucement au-dessus de la plaine. Eminence. On l'emploie aussi dans le sens de montée, tertre).

krec'henn

1850
Daveenn : GON.II pg huélen, uc'hélen, reûzeûlen, rûn, reûn, tûn

krec'henn

1909
Daveenn : BROU p. 219

Lufret-kaer, ramp ha lintrus d’an heol evel skorn eo ar mein warno, hag int kement o-zeir ha teir c’hrec’hienn.

1923
Daveenn : SKET p.18

E-harz ar grec’hienn e tarzhe un eienenn, en-dro dezhi bodoù kelvez ruz-moug a zouge, war un dro, bleuñv, frouezh ha deil.

1923
Daveenn : SKET p.124

« Mont hebiou a eure d’an heoliennoù, pignat ar c’hrec’hiennoù, diskenn an diarrozioù, treuziñ an traoniennoù ; o vac’hañ ar geot, ar raden, ar c’hinvi, ken na zigouezh gant ti Gobanniu, en Isarnovidus (2). »

1923
Daveenn : SKET p.36

E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismegañset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennoù arc’hant an neñv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.

1923
Daveenn : SKET p.72

Ar c’horn-bro ma talv an arvor kenedus-se da vevennadur dezhañ a zo goloet a grec’hiennoù dudius glasvez-holl.

1923
Daveenn : SKET p.95

A-us d’ar vougev krouzell ur grec’hienn digoad.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Evel ur c’havrig e lamme war ar rec’hier sershañ, war lein ar c’hrec’hiennoù hag ec’h evezhie ac’hano red ar c’houmoul, fiñv al loar hag ar stered.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Ar berlezenn a ro hec’h anv d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazon he c’hrec’hiennoù glas hag he hirdevennoù goloet-holl a verc’hed blev-rodellek.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

harp ouzh tostal ar grec'hienn

1931
Daveenn : VALL pg adosser (adossé à la colline)

Darn anezho, er Mor Keltiat, n'int ket bet ruilhet; lakaat a reont ac'hanomp da soñjal, koulskoude, er gwiskadoù anvet head a vez kavet e Breizh hag e Kernev-Veur da skouer, anezho un dolzennad pri ha mein kognek a riskle gant tor ar c'hrec'hiennoù d'ar mare ma oa yenoc'h ha glepoc'h an hin eget bremañ, e-kerzh ar Pevarhoalad.

1943
Daveenn : TNKN p33

Lec'hiet brav eo hemañ e gorre ar grec'hienn.

1985
Daveenn : DGBD p122

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial