Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar. A c'hall bezañ kemeret da wir. E gaozioù n'int ket kredapl. 2. Adv. Moarvat, emichañs. Dont a ra, kredapl. Ya, kredapl. Kredapl ez eo e-giz-se e troy an traoù.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kredapl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croiable, probable

un den a zo kredapl

1732
Daveenn : GReg pg foi (Un homme digne de foi.)

kredapl

1732
Daveenn : GReg pg croyable

kredaploc'h eo egedoc'h-hu

1732
Daveenn : GReg pg (il est plus) croïable (que vous)

tud a zo kredapl

1732
Daveenn : GReg pg foi (Un homme digne de foi, p.)

N'eo ket e vijen va-unan er stad-se ha, kredabl bras, n'o deus ket bet ar geginerien ezhomm da gargañ re vras kaoteriadoù boued evit koan an deiz-se !

1985
Daveenn : DGBD p11

Met kredapl e vo ezhomm stourmerien all evit pouezañ peotramant tud gouest d'ober traoù ha n'eo ket barrek ar re gentañ d'ober -da skouer krapat, sevel ur film, ober war-dro ar mediaoù...-.

2015
Daveenn : DISENT p86

Kredapl-bras e vo nac'het gant an enebourien, ha neuze e vefont gwelet evel ar re ha ne fell ket dezhe kaozeal.

2015
Daveenn : DISENT p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial