Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (renadenn : traoù) Degemer (udb.) da wir. Biken ne gredin kement-se ! Krediñ a ra pep tra. Ret e oa bezañ diskiant evit krediñ hevelep marvailhoù. Ha krediñ a rit ar pezh a lavar ? & Trl. Reiñ (udb.) da grediñ : lakaat (ub.) da zegemer (udb.) da wir. Ne root ket da grediñ se din. 2. (renadenn : tud) Degemer komzoù (ub.) da wir. Me ho ped da'm c'hrediñ. Perak ne'm c'hredez ket ? II. (dirak un av. pe ur verb displeget) 1. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e") Degemer da wir ha, dre ast., soñjal. Me a gred ez eo gwir. Poan he doa o krediñ ne veze nemet brezhoneg ganimp er gêr. Arabat krediñ emañ an holl a-unan. & Trl. skeud. Reiñ da grediñ e vez noz da greisteiz : livañ gevier. & Trl. Me 'gred : troienn a verk n'eo ket sur ar c'homzer eus ar pezh a embann. Me 'gred e welan ur bannig gouloù. & Tr. av. Da grediñ eo, ret eo krediñ : abegoù zo da soñjal. Da grediñ eo e teuy a-benn eus e labour. & Tr. adv. (distag diouzh e genarroud) A gredan : a gav din, a soñj din. A-benn emberr da noz, a gredan, e vo glav. & E c'hallez krediñ, e c'hallit krediñ : troiennoù a reer ganto, en un diviz, da reiñ pouez d'ur bromesa, d'un disklêriadenn. Ne ray ket skol louarn ken, e c'hallez krediñ. 2. (dirak un av.) Bezañ kalonek a-walc'h, hardizh a-walc'h evit (ober udb.). Krediñ a rez ober an dra-se ? Ne grede ket mont er-maez eus e di. Na grediñ lavaret eo e revr dezhañ : na grediñ lavaret an disterañ tra, bezañ lent-kenañ. [1878] Etrezomp e kaozeemp, ha c’hoant hor boa da c’houlenn petra a rae kement a nec’hamant dezhañ ; mes hini ne grede goulenn. & Ent krenn Mar kredfen, ho tislavarfen. III. V.k.d. 1. KREDIÑ E (UB., UDB.) : kemer da wir ez eus eus (ub., udb.). An dud a grede en Aotrou Doue. Krediñ a ra er gorriganed. Ne gred nag e Doue nag en diaoul : e netra. & Ent krenn Krediñ : krediñ e Doue, bezañ kristen. 2. KREDIÑ DA (DB., UDB.) : kaout fiziañs e (ub., udb.). Na gredit ket d'e gomzoù. Ne zlefen ket krediñ dit. 3. KREDIÑ OUZH (DB.) : kaout fiziañs e (ub.). Krediñ a ra ouzhoc'h. IV. V. dic'hour. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e) KREDIÑ DA UB., GANT UB. : kavout da ub., soñjal da ub. Krediñ a ra din e klevan trouz. Me a gred din eo gwir. Bez' ez eus tud a gred ganto on un den all. Krediñ a ra ganti hoc'h eus lavaret kement-se. [1949] Koulskoude, e kred dezhañ eo morzet e izili...

Skouerioù istorel : 
168
Kuzhat roll ar skouerioù

me gred bepred en Doe an tad

1456
Daveenn : ISYK.I p108

Eozen Roperzh[,] kredet kerzh[,] a Gerdu / En kompozas[,] ur paz ne fallas tu / Bede 'n isu[,] hag en kontinuas

1499
Daveenn : LVBCA p15, 21, 34, 71, 72, 94, 103, 113, 119, 121, 125, 149, 157, 200, 201 ('Eozen Roparzh, croyez certainement, à partir de décembre / Le composa, sans une fois faillir / Jusqu'à la fin et le continua')

kridiñ

1499
Daveenn : LVBCA p125 (croire)

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Daveenn : M. p36

« [H]ogen ar verc'h yaouank-mañ, pe dre heni ez komps ar speret a Zoue, hevelep omp lakaet ganti en admirasion na gredomp ha na c'hellomp e nep feson lavaret tra erbet a-enep he doue Jezuz-Krist. »

1576
Daveenn : Cath p14

[«]C'hoazh ne zlefen ket krediñ dit dre mui rezon [o w-] gwelet nad out nemet ur wreg frajil[.»]

1576
Daveenn : Cath p10

22. Pan tistroas an impalaer ez eure he frezantañ dirazañ ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha maz oa-hi, peheni a estime a vefe kastizet ha tourmantet dre an yunoù hag an abstinasion a grede he devoa graet, ez teuas da estimiñ ez oa bezet repuet ha maget gant ur re er prizon.

1576
Daveenn : Cath p18

M. Piv eo an heni a zle bezañ galvet kristen ? D. An hini pehini, goude bezañ badezet, a gred hag a ra profesion eus an doktrin kristen.

1622
Daveenn : Do. p6

M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.

1622
Daveenn : Do. p26

8. Ar werc'hez santel a welas / He c'her mab e poan el lanngroaz. / Kredit serten, pan dremenas, / Gant poan daeroù e kañvaouas.

1622
Daveenn : Do. p61

M. Livirit-hu ar Gredo en latin. D. Credo in Deum etc. M. Livirit-hi en brezhoneg. D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1622
Daveenn : Do. p16

gred

1659
Daveenn : LDJM.1 pg creta

kredet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croire

kridiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croire

M. Piv eo an hini a dle bezañ galvet kristen? D. An hini pehini, goude bezañ badezet, a gred hag a ra profesion eus an doktrin kristen.

1677
Daveenn : Do. p7

M. Petra a gredit-hu sommeramant eus hon Aotrou Jezus-Krist? D. Me gred ez eo Mab da Zoue an Tad Hollgalloudek ker gouiziek ha ker mat hag an Tad ; en deus en em graet den evidomp e kof ar Werc'hez glorius Vari, hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.

1677
Daveenn : Do. p15

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Daveenn : Do. p11-13

roet da gridiñ

1732
Daveenn : GReg pg garder (En donner à garder, pp.)

ned eo ket aes reiñ dezhañ da grediñ

1732
Daveenn : GReg pg accroire

un den da vezañ kredet

1732
Daveenn : GReg pg foi (Un homme digne de foi.)

reiñ a reer dezhañ da grediñ kement a garer

1732
Daveenn : GReg pg accroire

bez' e roer ar pezh a garer dezhañ da gridiñ

1732
Daveenn : GReg pg accroire

reiñ da grediñ

1732
Daveenn : GReg pg accroire

reiñ da grediñ

1732
Daveenn : GReg pg accroire

Dre ar feiz e kreder ur wirionez pehini ned eo ket aznat.

1732
Daveenn : GReg pg foi (La foi est un consentement à une verité qui n'est pas évidente.)

kredet

1732
Daveenn : GReg pg ajouter, croire (avoir opinion), foi (Ajoûter foi, pp.)

kridiñ da gomzioù ur re

1732
Daveenn : GReg pg ajouter

kridiñ ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg ajouter

reiñ da gridiñ

1732
Daveenn : GReg pg garder (En donner à garder.)

krediñ start

1732
Daveenn : GReg pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)

kredet start

1732
Daveenn : GReg pg assurer

krediñ ferm

1732
Daveenn : GReg pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)

kredet ferm

1732
Daveenn : GReg pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)

din da vezañ kredet

1732
Daveenn : GReg pg acide, aigret, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi)

baradoz ar Baianed. war a gredent siwazh dezho

1732
Daveenn : GReg pg (les) champs (Elisées)

kridiñ e jeneral kement tra a gred an Iliz e detailh

1732
Daveenn : GReg pg (avoir la foi du) charbonnier

Ha c'hwi a gredhe hep mezh e souten ?

1732
Daveenn : GReg pg front (Auriez-vous le front de le soûtenir ?)

en amzerioù dremenet ez eus bet kredet penaos…

1732
Daveenn : GReg pg ancienneté

Neb a ro traoù faos da gridiñ.

1732
Daveenn : GReg pg garder (Celui qui en donne à garder.)

war a gredan

1732
Daveenn : GReg pg (a mon) compte

Disklêriañ war e le penaos ez kreder, kement a gred hag a zesk da gridiñ, hon mamm santel an Iliz katolik, abostolik ha romen.

1732
Daveenn : GReg pg confession (faire sa confession de foi)

kridiñ

1732
Daveenn : GReg pg croire (avoir opinion), (donner) dedans (croire), estimer (penser, croire), foi (Ajoûter foi.)

krediñ

1732
Daveenn : GReg pg croire (avoir opinion)

kridiñ

1732
Daveenn : GReg pg croire

krediñ

1732
Daveenn : GReg pg croire

kridiñ e Doue

1732
Daveenn : GReg pg croire (en Dieu)

Kridiñ kement a gred, hag a zesk da gridiñ hon mamm Santel an Iliz Katolik, Abostolik, ha Roman.

1732
Daveenn : GReg pg croire (tout ce que croit & enseigne nôtre Mere Sainte Eglise)

kridiñ ur re

1732
Daveenn : GReg pg croire (quelqu'un)

kridiñ da ur re

1732
Daveenn : GReg pg croire (quelqu'un)

n'er c'hredan ket

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le) crois (pas)

ne gredan ket anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le) crois (pas)

ne gredan ket dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le) crois (pas)

reiñ un dra da gridiñ da nep a ouier a zo kredus

1732
Daveenn : GReg pg (faire) croire (quelque chose à une personne crédule)

din da vezañ kredet

1732
Daveenn : GReg pg croyable

o kridiñ penaos ez aen

1732
Daveenn : GReg pg croyant (que j'irois)

n'er c'hredan, na n'er diskredan

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le crois, ni le) decrois

kredet en deus

1732
Daveenn : GReg pg (il a donné) dedans

kredet ec'h arruo un dra

1732
Daveenn : GReg pg flater (Se flater de quelque chose, pp.)

kridiñ ec'h arruo un dra

1732
Daveenn : GReg pg flater (Se flater de quelque chose.)

evel a gredan

1732
Daveenn : GReg pg (comme j') estime (comme je crois)

fin war a gred

1732
Daveenn : GReg pg finet (qui fait le fin & qui ne l'est gueres.)

tud da vezañ kredet

1732
Daveenn : GReg pg foi (Un homme digne de foi, p.)

tud din da vezañ kredet

1732
Daveenn : GReg pg foi (Un homme digne de foi, p.)

un den din da vezañ kredet

1732
Daveenn : GReg pg foi (Un homme digne de foi.)

Me a gred e Doue.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Je crois en Dieu ».

Ha c'hwi a gred en arc'houereed ?

1850
Daveenn : GON.II pg arc'houéré (Croyez-vous aux génies familiers ?)

Me a gred eo argilus ho marc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg argiluz (Je crois que votre cheval est rétif).

Ne greder nemeur hiriv er bamourion.

1850
Daveenn : GON.II pg bamour (On ne croit guère aux sorciers aujourd'hui).

nebeut a dud a gred hiziv en ankelc'hien

1850
Daveenn : GON.II pg añkelc'herien

Azdimiziñ a raio, a gredan.

1850
Daveenn : GON.II pg asdimizi (Je crois qu'il se remariera).

ne gredan ket e teuoc'h da zianzavout an dra-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg diañsavout

diaesoc'h eo eget na gredit

1850
Daveenn : GON.II pg diez

ne gredan ket e ve un den dihegar

1850
Daveenn : GON.II pg dihégar

ne gredan ket ez afe

1850
Daveenn : GON.II pg é, éz

Dre ar feiz e kreder ur wirionez pehini ned eo ket anat.

1850
Daveenn : GON.II pg feiz (La foi est un consentement à une vérité qui n'est pas évidente.)

krediñ

1850
Daveenn : GON.II pg fisiout

flachit, mar kredit

1850
Daveenn : GON.II pg flacha

ur gaouiad eo, na gredit ket dezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg gaouiad

kredet

1850
Daveenn : GON.II pg krédi, kridi

Krediñ a ran e Doue

1850
Daveenn : GON.II pg krédi, kridi

Biken na gredin kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg krédi, kridi

Ne gredan ket dezhi

1850
Daveenn : GON.II pg krédi, kridi

Ha c'hwi a gred[f]e en ober ?

1850
Daveenn : GON.II pg krédi, kridi

Kredet am eus koulskoude

1850
Daveenn : GON.II pg krédi, kridi

Me a grede e oa bas an dour amañ ; hogen don eo.

1850
Daveenn : GON.II pg bâz (Je croyais que l'eau était peu profonde ici ; mais elle l'est beaucoup).

Ne gredan ket dit.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Je ne te crois pas ».

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Daveenn : MGK p20

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Daveenn : MGK p14

Mard eo ret e varvin, 'velato e kredan E tle en em damall eveldon pep unan, Rak evit bezañ leal, hennezh a dle mervel en deus war e goustiañs brasañ pec'hed mervel."

1867
Daveenn : MGK p25

O klevet e c'hervel, e kredas an Ankoù / E vije an den kaezh[,] / Pa deuje[,] laouen-bras.

1867
Daveenn : MGK p66

An aer a stag gantañ [an tamm dir] o krediñ e grignat.

1867
Daveenn : MGK p72

Neuze oc'h laouen en ho stad ? Perak ne vefen-me ket ! Ne'm eus-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ? An ourz avat n'eo kevatal; n'en deus a-vec'h an tres kentañ ha, mar kred ac'hanon ned ay d'en em bentañ

1867
Daveenn : MGK p11

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Daveenn : MGK p118

An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. Krediñ a rae, a lavaras, 'oa ar morvac'h un tamm re vras. Hag Itronig ar verienenn a gave, dioc'h he ment, re vistrik ar fubuenn.

1867
Daveenn : MGK p11

— Lavar din e pelec’h emañ, rak krediñ a ran e vank dezhañ meur a dra en e guzh ; hag e-pad m’en devezo ar c’habiten Jaouen un tamm bara, ar veleien vat o devezo ivez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.214

Me 'gred e oa an daou Aotrou kalonek-se en em glevet evit tennañ an Aotrou Le Mintier de Saint-Andre eus a gêr Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.27

O youl a gouezhe zoken war draoù ha n’o doa talvoudegezh ebet evito : N’o doa ken c’hoant, a gredan, nemet da zistrujañ kement tra a c’hellfe digas da soñj dezho eus un Doue en neñv hag a roio da bep hini hervez e oberoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.30

En tu pe du, me gred, e kavin frankiz da astenn ur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket krediñ o defe ar republikaned diskaret kement ti a yoa e Sant-A[l]bin, hag ouc’hpenn, an disterañ kraou a vezo mat evidon-me.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

Ouc’hpenn m’hoc’h eus kalz diskuliet, / Darn anezho ’zo bet tizhet/ Dre ar bac’h, ha dre an armoù/ Pa ne gredent d’ho kentelioù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.103

Chom a rae c’hoazh boutailhadoù gwin da evañ ; ar sakrist a selle outo a-gorn ; keuz en doa o vont kuit diouto, mes evelato ne gredas ket chom en ti war-lerc’h ar chouanted, hag e tistroas d’ar gêr p’edo ar re-mañ o vont kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.124

— Setu me barnet d’ar marv. E galon a rannas, me 'gred, rak antronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.159

— Ha kalon hoc’h eus ? — Ya, me gred, va zad, em eus kalon, ha n’on ket den da dec’het a-raok va skeud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

Doue en deus krouet pep den hervez m’en deus bet c’hoant, me 'gred.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Etrezomp e kaozeemp, ha c’hoant hor boa da c’houlenn petra a rae kement a nec’hamant dezhañ ; mes hini ne grede goulenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

Me ’gred ne ouient ket anaout an Aotrou Krenn, rak anez o divije er c’haset ganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.83

Yannig, nemedec’h na glemmet / Mar oc’h er giz-se gwall c’hraet : / Brasañ torfed, ‘me hon zado[ù], / Laerezh arc’hant en ilizo[ù] ; / D’ar Sent, koulz ha dimp, na dere / E vo graet foar gant o danve[z]. / ‘N [a]otro[u] sant Pêr, ‘vit an dro-mañ, / Na vo ket re rust, a gredan, / Nemet miret don ‘n ho spered / Ar gentel ‘zo bet de[o]c’h roet. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Me zo diwar rank ma faeron, sant Tomaz, na gredas ken na welas. Pa'm [b]o gwelet e kredin.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Sell, Job, kred ac'hanon, te ha me ac'h anve neubet-kaer a dra er Politik !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Koulskoude, gwechall, ne oa ane[zh]añ nemet ur c'hozh tamm min, ur veskailhez lous ha dizoare : bec'h e vije bet krediñ d'an neb en dije en gwelet evel-se, e vije bet eno danve[z] un tamm houarn

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Un den, Rousseau e hanv, bet martolod, a zo bet kavet e gorf marv war an hent, entre Plouezeg hag an Traezh, en parrouz Keriti. Skoet e oa bet, war ar greder, gant un taol-gwad deut de[zh]añ gant ar yenien. Oajet e oa a seizh vla ha hanter-kant. Doue da vo gant e ine.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

[A]et Yann en-dro, ‘n [a]otro[u] person / ‘N eus c’hoarzhet e-leizh e galon : / Evidon kozh, biskoazh ‘klevis / ‘Ve c’hoarvezet tra ken iskis ; Evit krediñ, ret en gwelet : / Ul laer gant al laerezh tapet ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Krediñ a reer ez omp flastret, netraet, disneuziet, aet da C'hallaoued.

1911
Daveenn : PSEP p III

[...] ; Taximagus, ar roue meurbet doueüs, difraoster lanneier ha saver gwenan, ha, da glozañ, Dêvokatus a gredas, ken nerzhek ha ma ’z oa, mont a-c’houren ouzh un doue.

1923
Daveenn : SKET p.141

Diskiantez, emezañ, a gred leuskel gourdrouzoù gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzhit, diboellet ma ’z out gant ar garantez hag ar glac’har.

1923
Daveenn : SKET p.112

Hag-eñ bec’h her c’hrediñ, emañ an dra anavezet-mat gant kement hini o deus ergerzhet broioù ar C’hreisteiz.

1923
Daveenn : SKET p.100

Diwar gement-se e teuis da grediñ start ez eo ar vro-se, en tu-hont d’ar Vistula, ar vro end-eeun m’o deus bevet Manos ha Bena.

1923
Daveenn : SKET p.47

An holl stourmadoù-se, ar baotred hag ar merc’hed skoaz-ouzh-skoaz o dizarbennas ; diskaret e voe kement a gredas enebiñ outo a-dost.

1923
Daveenn : SKET p.140

Deomp-ni eo sentiñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Nous devons obéir".

Dit eo da grediñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Tu dois croire".

Dirak an aotrou person, abaf an div blac’h, ken abaf ha na gredent digeriñ o ginou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Met den er maner ne grede fiñval dirak un hevelep arvest, dirak un niver ken bras a dud.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

Met, e gwirionez, me ’gred din penaos Herve Yann ne oa ket bet betek ar chapel : spontet eo bet moarvat gant ur c’hornandon pe un teusk bennak war an hent.

1925
Daveenn : BILZ2 p.134-135

Janedig eta, evel ma’m eus deoc’h lavaret un tammig uheloc’h, a oa bet en kêr o peur[z]iskiñ he micher, met n’eo ket ar boan deoc’h krediñ penaos Janedig he devoa disket ar vicher a gemenerez, evit mont bemdez war devezh, eus an eil ti d’egile.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !

1929
Daveenn : SVBV p10

war a gredan

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à ce que je crois)

krediñ

1931
Daveenn : VALL pg ajouter (foi)

a gredan

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à ce que je crois)

dont a reas hag e krede

1931
Daveenn : VALL pg arriver

dont ha reas ha krediñ

1931
Daveenn : VALL pg arriver

me 'gredfe a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (je le croirais) bien

me er c'hredfe a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (je le croirais) bien

reiñ da grediñ

1931
Daveenn : VALL pg accréditer (faure croire une nouvelle, etc), (faire) accroire

Ha tro-dro da Vreizh, ne gaver ket nemeur a draoù a rofe da grediñ en ur giladenn kalz brasoc'h eus ar mor.

1943
Daveenn : TNKN p28

An « de » a oa dirak e anv a c’halle touellañ diwar-benn e orin, ha reiñ da grediñ d’ar gumun e oa denjentil. Din-me ne oa ket kevrinus : de Lauwer a oa ur Flamank, hag e anv, e yezh e vro gozh, a c’hallje bezañ par d’ar saozneg The Lover, ar C’harer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Setu aze pehini 'oa giz krediñ an holl vourc'hizien, e Breizh-Izel, pa oan-me o stagañ da gerzhout war hent ar vuhez dishual.

1944
Daveenn : EURW.1 p84

Me, petra bennak ma'z on disfizius ouzh an traoù dreistnatur pa n'o c'homprenan ket, a gred e c'hall burzhudoù c'hoarvezout gant an dud o deus feiz a-walc'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p77

– « Petra, mamm, te 'oar se ivez ? » – « Ya, me 'gred me 'm eus klevet alies a-walc'h ar rimoustadennoù-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Mar hor bijemp kredet lavarout e jeu d'ezan...

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.

1944
Daveenn : ATST p.10

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

1944
Daveenn : ATST p.21

Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho.

1944
Daveenn : ATST p.63

Lom a c’houlenne digant Job : — « Ha krediñ a ra deoc’h, Job, e teuimp a-benn eus hon taol ? » — « Ha ma kred din ? Ha ma kred din ! Sur e kredan hag e kredan start ! ha, c’hwi, ne gredit ket mui ? » — « Eo, krediñ a ran, mes… »

1944
Daveenn : ATST p.73-74

« E c’hellit krediñ start ha hardi ! Ha pa soñjan en doa c’hoant ar paour kaezh Herri reiñ din da grediñ e oa houarn kozh en e armel ! Soñjit : houarn kozh ! » — « Ha ! ha ! ha ! »

1944
Daveenn : ATST p.77

Mari a gredo dezhi e vezo bet spontet an holl dud er c’hêriadennoù tro-war-dro, pa ne gredo hini ebet anezho tostaat.

1944
Daveenn : ATST p.77

Krediñ a ra deomp en deus kollet e holl skiant vat gant an traoù spontus en deus gwelet.

1944
Daveenn : ATST p.124

Arabat e vije krediñ o doa ar serjanted hag ar gaporaled an disterañ doujañs ouzh ar « vibien d’o zadoù » a raed ouzhimp ‘drek hor c’hein.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Trec'hwezhañ a ra ar breur Arturo, mont a ra tro en e gorf, ha, koulskoude, e kred dezhañ eo morzet e izili...

1949
Daveenn : SIZH p.52

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Daveenn : SIZH p.53

C'hwi, ha krediñ a ra deoc'h 'z eus ur sant ac'hanoc'h ?

1949
Daveenn : SIZH p.61

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij !

1949
Daveenn : SIZH p.46

Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?... Un heug. Gwashoc'h eget loustonioù Zola, ma ranker krediñ...

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ne gredan ket e ve da zen all ebet, na deoc'h kennebeut all.

1950
Daveenn : LAWI p168

Seurt tra alies a goust ker : / Ma c'hrediñ ' c'hellez war ma ger.

1960
Daveenn : PETO p52

Lirit-eñ [abeg ar gefridi] din, hervez ma c'hoant, / Rak youlet-mat on d'ho kridiñ.

1960
Daveenn : PETO p57

Abaoe 'n eur ma kredis reiñ / Ma ger da virout urzhiou strizh, / Ur c'hleñv em c'halon 'vez o skeiñ / Taolioù ganas d'he gloazañ kriz.

1960
Daveenn : PETO p27

N'o deus ket kredet ar C'hamached tennañ gant aon da dizhout o c'henseurted kroget da c'houren ouzh an Hir.

1960
Daveenn : PETO p51

O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.

1960
Daveenn : PETO p28

Diskuishoc'h eo an doare-se da vont, emezo, ha ret a-walc'h e vez o c'hrediñ o vezañ ma kendalc'hont da vont evel-se e-pad meur a eurvezh en ur ober tost da ziv lev an eur.

1985
Daveenn : DGBD p35

Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...

2015
Daveenn : DISENT p52

Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Luc'hañ a ra an ti, da grediñ e felle da bPatsi, a oa o chom ennañ, e lezel naet ha kempenn war he lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p14

Goulenn neuze [da vare an eil furchadeg] gwelet ar gefridi atersiñ ha gwiriañ emañ e-barzh ar chomlec'h da vezañ furchet, displegadenn an torradennoù a zo kaoz d'an dra-se, hag an elfennoù a ro da grediñ ez bet deus an torradennoù-se.

2015
Daveenn : DISENT p171

Er c'hontrol, ma ne oar ket an dud ez eo ur pezh-c'hoari -krediñ a reont eo ar wirionez... da skouer, c'hoari harzadeg un den dibaper e-barzh un ti-gar, gant stourmerien o c'hoari ar boliserien ha lod all hini [sic] an dud dibaper- e vez graet "c'hoariva diwelus" deus an dra-se.

2015
Daveenn : DISENT p55

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial