Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Disfiz, douetañs. Degemeret e voe raktres ar gouarnamant gant diskred. & Trl. Kaout diskred war ub. : disfiziout dioutañ. Diskred en doa war e vamm. Diskred o doa war galz a dud.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

diskred

1699
Daveenn : Har. pg diskred

diskred

1732
Daveenn : GReg pg defiant (ante)

diskredoù

1850
Daveenn : GON.II pg diskred

re vras eo ho tiskred

1850
Daveenn : GON.II pg diskred

an diskred-se a ra gaou ouzhin

1850
Daveenn : GON.II pg diskred

diskred

1850
Daveenn : GON.II pg disfisiañs

diskred

1850
Daveenn : GON.II pg diskred

P'edont o-daou o vont, ar bleiz hep tamm diskred, a wel gouzoug ar c'hi disvlevet, dirusket.

1867
Daveenn : MGK p8

Krenit gant aon, va mignon, / Eus ar galeder a galon ; / Hag ho pet spont, evel Judaz, / Ne gouezhfec’h en un diskred [b]ras.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105

Rak, ma vijemp bet dizoloet hag anavezet, ma vije bet zoken an disterañ tamm diskred warnomp, e vije dioc’htu bodet en-dro deomp kement den vak ha dibreder a vije e kêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.66-67

Kuit da vezañ sammet a ziskred, a reuz, / Gwell e vefe, d'am meno, ober an neuz / Da soublañ d'al lezenn, da godianañ, / Evit mad hor c'hristenien da vihanañ.

1960
Daveenn : PETO p18

An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.

2012
Daveenn : DJHMH p46

Taolit evezh ouzh an titouroù a c'hallit kas d'ar gazetennerien a-raok an obererezh -an titouroù off- ha goulennit dalc'hmat kartenn-vicher an dud, pe ur faks a-berzh ar skridaozerezh evit un den kaset da sevel ur gelaouadenn, pa vez diskred war identelezh ur c'hazetenner bennak.

2015
Daveenn : DISENT p160

N'eus nemet ofisourien ar polis-barn -poliserien pe archerien anezhe- a glevo ac'hanoc'h m'az eus diskred warnoc'h da vezañ sevenet ur felladenn.

2015
Daveenn : DISENT p164

Etimologiezh

Termen savet gant ar rakger "di-" hag an termen "kred".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial