Télécharger les mots parents diskredik diskrediñ kred krediñ
diskred
Daoust ha na vane roud ebet eus ar gouli, tizhet ha bloñset e oa bet marteze an empenn, ha d’ar mestaol-se e tamalle darn meur a wallarouez e tro-spered an Impalaer, da skouer, e bleg da chom dalc’hmat war vordo, e si d’asantiñ gant an diwezhañ hini a roe dezhañ ali, hag er c’hontrol-bev, e ziskred war an holl dud, ha zoken ar re nesañ dezhañ.
An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.
N'eus nemet ofisourien ar polis-barn -poliserien pe archerien anezhe- a glevo ac'hanoc'h m'az eus diskred warnoc'h da vezañ sevenet ur felladenn.
Taolit evezh ouzh an titouroù a c'hallit kas d'ar gazetennerien a-raok an obererezh -an titouroù off- ha goulennit dalc'hmat kartenn-vicher an dud, pe ur faks a-berzh ar skridaozerezh evit un den kaset da sevel ur gelaouadenn, pa vez diskred war identelezh ur c'hazetenner bennak.
Mat-kaer, an diskred am boa e vije bet lennet lizheroù Makridis hant e genlabourerion a zo dervaet met un eil kudenn a zo bremañ.
Mots précédents
Mots suivants
diskred