creis dez
En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed. Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ?
kraoñ-kelvez ar C'hreisteiz
e kreisteiz ar bed
balum ar C'hreisteiz
-kreiste(i)z
gourruzell ar C'hreisteiz
Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.
Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].
Da beder eur hanter goude kreisteiz ec'h en em gaved neuze e Bourdel; primik e oa an amzer am boa da dremen er gêr-se ha ne'm eus ket dalc'het ur soñj eus ar c'hentañ eus an tremen a ris eno: tomm e oa evel en ur forn c'horet ha poan am boe o kavout ar c'housked en tammig kambr am boa feurmet e-kichen gar Sant-Yann.
Diouzh ar beure, a-raok digoradur ar burevioù, da greisteiz pa veze kalz labour ha ne nebeut a amzer, diouzh an noz pa vez ar gêr dindan dremm latarek al loar, forzh pe c'houloù a ve, da forzh pet eur, en digenvezded hag en engroez, e veze an noter eno war e api.
Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.
Dont a ra Gikas a-benn da vodañ anezhe war-dro teir eur goude kreisteiz
Ne vo ket un tropellad diouzhimp, prestik. Ne chom den ebet estregedomp, ar re eus ar C'hreisteiz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kreisteiz