-"Ar medisin ho louzaouo, an Natur ho kwellao", a oa e grennlavar.
Bremañ ’vat, adal ma oan krog da ziskantañ va fesk, koulz e oa din strivañ da sachañ hep dale war ar pikol draen am boa da lemel dioutañ, ha peogwir, en desped d’ar c’hrennlavar ne ziskoueze ket va c’hazhig bezañ ur c’hac’her aour daoust d’e grev du-peg hep an disterañ marell, ret e oa din ’ta tunañ e tu bennak ar c’hwec’h[-]kant lur n’hellen ket tremen hepdo.
Bez ’eus gwrac’hed hag a fell dezho ober war-dro ar re glañv ; daoust ha n’eo ket digant unan diouto am befe klevet ar c’hrennlavar-mañ : Pa vez ar boan en he gwashañ / E vez dare ar gor da ziskargañ ?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
krennlavarel