Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dont da vezañ kreñv, kreñvoc'h. Kreñvaat a rit a-nevez goude ho kleñved. War greñvaat ez a an avel. 2. Dont da vezañ fonnusoc'h. Kreñvaet eo al laezh en atant-se. II. V.k.e. Lakaat da vezañ kreñv, kreñvoc'h. Kemerit un dra bennak evit kreñvaat ho kalon. Stardañ a reas he dorn en e hini evit kreñvaat an dibab en doa graet. HS. startaat. ES. gwanaat.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

kreñaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg affermir

kreaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enforcer

kreñaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renforcer

kreaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reprendre (ses forces)

kreñvaat

1699
Daveenn : Har. pg kreñvaat (renprendre ses forces)

kreaet

1732
Daveenn : GReg pg fortifier (Se fortifier.), fortifier (Se fortifier)

kreaat ur plas

1732
Daveenn : GReg pg fortifier (Fortifier une place.)

kreñvaet

1732
Daveenn : GReg pg fortification (l'art de fortifier, Van., pp.)

kreaat

1732
Daveenn : GReg pg affermir, conforter (fortifier)

kreaet

1732
Daveenn : GReg pg affermir, conforter (fortifier)

kreñvaat

1732
Daveenn : GReg pg conforter (fortifier)

krevaat ur mempr sempl bennak

1732
Daveenn : GReg pg corroborer

krevaet

1732
Daveenn : GReg pg corroborer

kreaat a ra an avel ; kreaat a ra ar c'hleñved

1732
Daveenn : GReg pg (le vent) croît (la maladie croît)

kreet

1732
Daveenn : GReg pg croitre

kreñvaet

1732
Daveenn : GReg pg fortification (l'art de fortifier, Van., pp.)

kreaat

1732
Daveenn : GReg pg devenir (fort), (s') enraciner (s'invereter, jetter de profondes racines, se fortifier : parlant des passions, des vices)

kreñvaat

1732
Daveenn : GReg pg fortification (l'art de fortifier, Van.)

kreaet

1732
Daveenn : GReg pg devenir (fort), (s') enraciner (s'invereter, jetter de profondes racines, se fortifier : parlant des passions, des vices)

kreñvaat

1732
Daveenn : GReg pg fortification (l'art de fortifier, Van.)

ar skiant da greaat

1732
Daveenn : GReg pg fortification (l'art de fortifier)

kreaat

1732
Daveenn : GReg pg fortifier (rendre une chose plus forte), fortifier (Se fortifier.)

kreñaet

1732
Daveenn : GReg pg fortifier (rendre une chose plus forte, pp.)

kreñvaat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg krévaat (Voyez "kréaat").

kreaet

1850
Daveenn : GON.II pg kréaat, krévaat (Fortifier, rendre plus fort. Se fortifier, devenir plus fort, reprendre des forces. Croître. Part.)

krevaet

1850
Daveenn : GON.II pg kréaat, krévaat (Fortifier, rendre plus fort. Se fortifier, devenir plus fort, reprendre des forces. Croître. Part.)

An dra-se na greñva ket anezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kréaat, krévaat (Cela ne le fortifiera pas).

Krevaat a rit a nevez-zo

1850
Daveenn : GON.II pg kréaat, krévaat (Vous vous fortifiez depuis quelque temps).

kreaat

1850
Daveenn : GON.II pg kréaat ou krévaat (Fortifier, rendre plus fort. Se fortifier, devenir plus fort, reprendre des forces. Croître), pg krévadurez

Doue, a gav din, n’en deus ket ankounac’haet madoberoù ar re gozh, rak abaoe ar feiz ne deus graet nemet en em astenn hag en em greñvaat muioc’h-mui e Plougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.238

Pebezh dudi evit ar manac’h, evit Job Karo, e c’hwreg, e dud hag e amezeien gellout kofes evit gwalc’hiñ o c’houstiañs ha kaout an eurvad da lojañ o Doue en o c’halon, evit o sklêrijennañ hag o c’hreñvaat !

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Korf an den n'eo ket evit harpañ alies keit hag e youl ; ezhomm hoc’h eus, kerkoulz ha me, hen anzav a ran hep mezh evidon, eus a un tamm bennak d’en em greñvaat.

1878
Daveenn : EKG.II p.3

Lazhit ac’hanon, emezañ ; hag e c’hoantae kreñvaat e vouezh ; lazhit ac’hanon, n’em beus ket a aon.

1878
Daveenn : EKG.II p.95

krevaat

1909
Daveenn : BROU p. 219

Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.

1923
Daveenn : SKET p.82

Peurc’hraet ar c’hreñvlec’hioù ha marc’het en o mudurunoù an dorojoù anezho, laonennoù arem a-dreuzkiz dezho d’o c’hreñvaat, setu e reas Nemetos kendastum an holl labourerien.

1923
Daveenn : SKET p.128

Dre-se e tenn da astenn ha da greñvaat an daou bleg fallañ eus kalon mab-den : ar pleg da ereziñ ha da gevezañ ar re-all.

1924
Daveenn : SKET.II p.20, notenn (1)

Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.

1929
Daveenn : SVBV p6

kreñvaat

1931
Daveenn : VALL pg armer (au fig. rendre fort)

Kerkent e sav er pellder, dispis da gentañ met o kreñvaat a-nebeudoù, trouz ur bagad tud o kanañ hag o kerzhout gant bouteier koad.

1960
Daveenn : PETO p69

War-dro teir eur, a-wechoù a-raok zoken, e krog an avel da c'hwezañ diwar ar mor hag ez a war greñvaat dre ma tosta an noz, e doare ma vez freskaet holl an amzer.

1985
Daveenn : DGBD p150

An tourioù a voe ensellet pizh gantañ ha kreñvaet diouzh ret.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Deus an tu all e vo kreñvaet pouez politikel hoc'h obererezh o tiskouez eo poblek ho stourm ha n'oc'h ket "un dornad ekstremisted na gomzont nemet evite o-unan" evel ma vo lâret a-dra-sur gant hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p148

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial