Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Dirouestlañ ha kempenn (e vlev) gant ur grib. Krib da vlev ! Edo o kribañ he blev melen. Graet en doa un tamm kribañ d'e bennad blev. & (db. loened zo) Skrivellañ ur marc'h ha kribañ e voue. & Trl. skeud. Kribañ madoù e nesañ : e laerezh. 2. Dre heveleb. Prientiñ un danvez gwiadel a-benn e nezañ. Kribet e veze al lin ha goude e veze nezet. Gra un tamm kribañ d'ar bern plouz : e gempenn gant ur rastell evit lemel ar plouzennoù distaget dioutañ. 3. (db. ar mor, an avel) Gwallgas (udb.) dre nerzh e lusk. Dirollet e oa an avel-gornôg ha kribet rust e oa gantañ ar c'hoadeier. 4. Trl. skeud. Kribañ e benn da ub. : krozal dezhañ. 5. Trl. pemdez HE C'HRIBAT : skarzhañ kuit (eus ul lec'h). Ma rankjont he c'hribat er-maez, buanoc'h eget na oant antreet. & Dre zic'harv. E pep oad, e ouzoc'h ervat, e ranker, siwazh, he c'hribat : mervel. II. V.g. Mont kuit, skarzhañ. Dal da arc'hant ha krib e-maez ma zi ! III. V. kenem. EN EM GRIBAÑ : en em gannañ. Ar re se ken abred a ouie brav en em dagañ, en em gribañ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

kribet

1499
Daveenn : LVBCA p126 (paingnez)

kribat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg peigner, serenoer

kribañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg criba

kribat

1699
Daveenn : Har. pg kribañ (Braisser [brosser])

Kribit e benn d'ar bugel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg kriba ou kribat (Peignez cet enfant).

Kribet eo al lin.

1850
Daveenn : GON.II pg kriba ou kribat (Le lin est peigné).

kribet

1850
Daveenn : GON.II pg kriba ou kribat (Peigner, démêler, arranger les cheveux avec un peigne. Faire une dernière préparation au lin, au chanvre, avant d'en faire du fil. Part).

kribañ

1850
Daveenn : GON.II pg kriba (Peigner, démêler, arranger les cheveux avec un peigne. Faire une dernière préparation au lin, au chanvre, avant d'en faire du fil).

kribat

1850
Daveenn : GON.II pg kriba ou kribat (Peigner, démêler, arranger les cheveux avec un peigne. Faire une dernière préparation au lin, au chanvre, avant d'en faire du fil).

Kribañ a reont, en ur ganañ, o blev hir ; soubañ a reont o c’horfoù, o izili gwad-holl ha poultrennet e dourioù glan ar mor divent.

1923
Daveenn : SKET p.80

Eñ eo e strivelle, e varrskube, a gribe dezhañ e voue bras hag e lost hir, bep beure kent goulou-deiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Neuze e veze skubet an ti, gwalc’het an dilhad, puret an annez, dreset ar brageier, al loereier, an hivizoù, ar rochedoù, neuze e veze gwalc’het o divjod, o daouarn, kribet o blev d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a veze kempennet pa chome ar vamm er gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841-842 (Miz C'hwevrer 1924)

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. (…) Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb.

1949
Daveenn : SIZH p.43-44

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial