Ger yezhadur a lakaer dirak un anv-kadarn, ur raganv, un anv-verb - pe a stager dibennoù-ger outañ - hag a dalvez da zegas ur renadenn doareañ, ur renadenn-dra dieeun.
Araogennoù kevrennek : savet diwar daou c'her ereet gant ur varrennig-stagañ. Araogennoù eeun : n'eus barrennig-stagañ ebet enno.
&
Araogenn mesket : anv a lakaer war e, er, ha el, anezho stummoù kemmesket eus an araogenn e gant furmoù an, ar, al ar ger-mell amstrizh.