Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. hag estl. I. Adv. A. (en egor) 1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927] Dirak. [1659] Eus a-dreñv, eus a-raok. [1732] Mont a-raok pe war-lerc'h. [1850] A-raok hag a-dreñv. A-raok emaint. Aet int a-raok. Galoupat a rae an ebeul a-raok. Kerzhet a-raok. Mont a reas di, e benn a-raok : e benn dirak ar peurrest eus e gorf. & Dre a-raok ha dre a-dreñv : dre an araog hag an adreñv. ES. a-dreñv. 2. [1499, 1659, 1850, 1927, 1931] War-raok. [1499] Mont a-raok. [1659] Mont a-raok ha miret na ve graet un dra. [1850] Argilañ a ra pa zlefe mont a-raok. En em strinket e oant a-raok. Kerzhet a-raok. Mont araokoc'h : pelloc'h war-raok. ES. a-dreñv, war-dreñv. & (db. an dud) Mont, [1659] dont a-raok : dilec'hiañ evit tostaat da ub., udb. Deuit a-raok mar plij. & Mont a-raok : ober hent. & Mont a-raok war ub. : mont war-raok evit e dagañ. 3. [1927] MONT A-RAOK : mont kuit. & (hep ur verb a denn d'an dilec'hiañ dirazañ) Kuit. Lammat a reas war e varc'h hag eñ a-raok. 4. [1732, 1931] kas, [1931] lakaat udb. a-raok : e gas war-raok. Kasit an armel a-raok. 5. Trl. (db. an dud) Bezañ gant e veg a-raok [1924] : komz hep prederiañ diagent. [1924] Lellig ar Monkuz a oa ur paotrig divaoue, [laosk] a gorf, bac’h a spered, besteod, ha gantañ atav e veg a-raok. B. (en amzer) 1. [1867, 1931, 1985] Adverb a verk ar gentelezh. [1867] A labous tremeniat a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad. [1931] Nebeut amzer a-raok. Daou zevezh a-raok e oant aet da vakañsiñ. [1985] Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman. HS. kent. ES. goude, war-lerc'h. 2. (db. obererezh an dud) [1931] Abretoc'h eget an termen bet lakaet. [1931] Va zrugarekaat en a-raok. Paeañ a-raok. & [1659] Gwelet a-raok : rakwelet. 3. (db. an eur) Abretoc'h eget an eur reizh. A-raok emañ an horolaj. 4. Tr. adv. Amañ a-raok : un tammig a-raok. Bezit soñj eus ar pezh zo bet lavaret amañ a-raok, ar c'homzoù-mañ amañ a-raok. C. Dre skeud. 1. (db. an dud) Mont a-raok : mont war well. 2. (db. an dud) Mont a-raok : dont a-benn da wellaat e stad er gevredigezh. Paour on ha koulskoude ez an a-raok. Seul vui e vez arc'hant, seul araokoc'h ez eer. 3. (db. an deiz, an noz) Mont a-raok : bezañ tost a-walc'h da echuiñ. An noz a ya a-raok. 4. (db. an dud) Kas a-raok : lakaat da dostaat d'ar pal. Kas e labour a-raok. Skoazell an den-se ho kaso a-raok. 5. Trl. skeud. Lakaat lost ar c'harr a-raok : ober da gentañ ar pezh a zlefed ober war-lerc'h. & Kas ar c'harr a-raok : embreger kement tra zo dleet a-benn tizhout ar pal. Gantañ e oa bet kaset ar c'harr a-raok : a-drugarez d'e intrudu, d'e oberiantiz, eo bet tizhet ar pal. & Troc'hañ a-raok da ub : mirout ouzh ub. a dizhout ur pal dre ziraeziñ ar pal-se kentoc'h egetañ. II. Tr. adv. EN A-RAOK A. (en egor) Dirak. Redek a ra ma c'hi en a-raok. & [1931] Lakaat (udb.) en a-raok : lakaat (udb.) war wel, pouezañ war udb. B. (en amzer) 1. Kentoc'h. Daou gantved en a-raok e oa bet aloubet o bro. 2. (db. obererezh an dud) [1931] Abretoc'h eget an termen bet lakaet. [1931] Dispign e leveoù en a-raok. Echuiñ e labour en a-raok. 3. (db. an eur) Abretoc'h eget an eur reizh. En a-raok emañ an horolaj. 4. (db. an dud) Bezañ en a-raok : abretoc'h eget an eur bet lakaet. III. Tr. adv. WAR A-RAOK A. (en egor) Mont war a-raok : war-raok. Deomp war a-raok. Deuet eo ar mor war a-raok. [1877] An den gwenn a ya atav war a-raok ; emañ tostig-tost d’ar c’hemener... B. (db. an eur) Lakaat, kas an horolaj war a-raok : lakaat bizied an horolaj da fiñval a-du gant durc'hadur o dilec'hiañ. C. Dre skeud. 1. (db. an dud) Mont war a-raok : mont war well. Ned a ket tamm war a-raok. 2. (db. priz ar marc'hadourezhioù) Mont war a-raok : keraat. Aet eo ar strilheoul un lur hanter war a-raok c'hoazh. IV. Estl. War-raok. War-sav hag a-raok, paotred Breizh ! ES. adreñv.

Skouerioù istorel : 
69
Kuzhat roll ar skouerioù

mont a-raok

1499
Daveenn : LVBCA p26, 147 ('aller devant, en avant')

monet a-raok

1499
Daveenn : LVBCA p26, 147 (deuant aller)

a-raok

1499
Daveenn : LVBCA p26 ('devant')

mont a-raok ha miret na ve graet un dra

1659
Daveenn : LDJM.1 pg obuier (a ce que quelque chose)

eus a-dreñv, eus a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg par (derriere, par devant)

mont a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg preceder

mont a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg frayer (le chemin), deuancer, (s') opposer, preceder, preuenir

a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg araoc

a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aroc

dont a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg venir deuant

gwelet a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg preuoir

mont a-raok pe war-lerc'h

1732
Daveenn : GReg pg aller

monet a-raok un all

1732
Daveenn : GReg pg devancer (prendre le devant)

ar penn a-raok eus an ti

1732
Daveenn : GReg pg (le) devant (d'une maison)

a-raok hag a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg devant (préposition, & adverbe)

a-raok

1732
Daveenn : GReg pg devant (préposition, & adverbe)

bezañ diaraok un all, a-raok un all

1732
Daveenn : GReg pg devancer (prendre le devant)

kae, kerzh, red a-raok

1732
Daveenn : GReg pg (va, marche, cours) devant

mont a-raok e benn

1732
Daveenn : GReg pg (vivre à la) debandade

aet a-raok

1732
Daveenn : GReg pg avancer

monet a-raok

1732
Daveenn : GReg pg avancer (s'avancer)

kaset a-raok

1732
Daveenn : GReg pg avancer

kas a-raok

1732
Daveenn : GReg pg avancer (faire avancer)

a-raok

1850
Daveenn : GON.II pg a-raok (Avant. Devant. Auparavant. Au-devant).

a-raok

1850
Daveenn : GON.II pg a-rok (Voyez "A-raok")

a-raok hag a-dreñv

1850
Daveenn : GON.II pg adré

a-raok

1850
Daveenn : GON.II pg a-raok (Avant. Devant. Auparavant. Au-devant) ; diageñt, raok.

argilañ a ra pa dlefe mont a-raok

1850
Daveenn : GON.II pg argila

Red a-raok.

1850
Daveenn : GON.II pg a-raok (Cours devant).

disheñvel-bras eo diouzh ma oa a-raok

1850
Daveenn : GON.II pg dishével, disheñvel

Mont a raint a-raok.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, (Ils précéderont).

C’hwi a lakaio hemañ a-raok.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (Vous mettrez celui-ci devant).

An hini hoc’h eus roet din a zo gwelloc'h evit an hini [a]m boa a-raok.

1850
Daveenn : GON.II p.71

Hi pehini a oa ker kre a-raok, a vez klañv alies bremañ.

1850
Daveenn : GON.II p.73

Ar re ne [c'h]ouient ket an dro / A chome mantret tro-war-dro, / O welet o vont 'raok Marzin[,] / Ur seurt pikol leon[,] d'ar vilin.

1867
Daveenn : MGK p61-62

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.

1867
Daveenn : MGK p13

« Ozhac'h, da ziwezhañ, te dle mont da gousket, / Ha gwelet mat a-raok ha da zor zo prennet. »

1867
Daveenn : MGK p45

Dont a rankan bremañ war va c’hiz, rak, evel am eus lavaret deoc’h, aet on un daou vloaz bennak a-raok, evit diskouez deoc’h en un taol, peger kriz tud a oa deuet en hor bro da heul ar republik.

1877
Daveenn : EKG.I. p.206

An den gwenn a ya atav war a-raok ; emañ tostig-tost d’ar c’hemener...

1877
Daveenn : EKG.I. p.133

Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

N’ho pezo nemet dont war va lerc’h, me a yelo a-raok en ur bediñ ar Werc’hez Vari.

1877
Daveenn : EKG.I. p.69

Ar soudard a c’haloupe ivez war o lerc’h en ur grial outo chom a-sav ; gounit a rae warnezho un nebeudig marteze, mes evelato edont un tamm brav a-raok p’en em gavjont e traoñ ar park.

1877
Daveenn : EKG.I. p.303

Er c’hiz-se e oa troc’het hent Kastell ouzh Canclaux, n’oa ken evit dont war e c’hiz ; n’oa ket evit mont a-raok kennebeut, rak freuzet e oa ar pont. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; ret eo d’e dud bezañ lazhet ganeomp-ni, pe bezañ beuzet gant dour ar stêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.281-282

Kement a ranked da ober a oa merket penn-da-benn. Lavaret e oa peur bale, peur ehanañ ; peur mont a-raok, peur dont a-dreñv ; peur chom er sav, peur mont war bennoù an daoulin ; peur e oa krial, peur e oa serriñ ar ginou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.177

— Ya, emeve ouzhin va unan, abaoe m’oc’h-c’hwi deuet enni eo houmañ bro an diaoul, gwir eo ; a-raok n’oa ket, avat.

1878
Daveenn : EKG.II p.55

Petra e oa ar gwellañ din da ober ? N’oan ket evit chom eno, a-zioc’h pont Keraouell, evel ur maen en ur c’hleuz ; ret e oa din mont a-raok pe dont a-dreñv, unan a zaou.

1878
Daveenn : EKG.II p.23

Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a)ok.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Lellig ar Monkuz a oa ur paotrig divaoue, laosk a gorf, bac’h a spered, besteod, ha gantañ atav e veg a-raok.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

a-raok

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (en avant), araog

mont a-raok

1927
Daveenn : GERI.Ern pg araog (s'en aller)

mont a-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancer

a-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancer

lakaat a-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancer

va zrugarekaat en a-raok

1931
Daveenn : VALL pg anticipé

lakaat en a-raok

1931
Daveenn : VALL pg alléguer

nebeut a-raok

1931
Daveenn : VALL pg avant

nebeut amzer a-raok

1931
Daveenn : VALL pg avant

a-raok

1931
Daveenn : VALL pg auparavant, avant

dispign en a-raok

1931
Daveenn : VALL pg anticiper (sur ses revenus ; les dépenser d'avance)

en a-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancement

en a-raok

1931
Daveenn : VALL pg anticipé

« Koulskoude, ret e vo kaout aotreadur an aotrou 'n eskob, a-raok. »

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Tri diegezh Gallo-Frank, deut moarvat diouzh ar Reter, a zigouezhas a-gevret, betek un douar gouez war-lein menezioù Are, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant ur soudard roman e anv Skrinius.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

1944
Daveenn : ATST p.52

Hag e redent, hag e redent, ar baotred a-raok, hag ar merc’hed a-dreñv, evel-just.

1944
Daveenn : ATST p.81

Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

1985
Daveenn : DGBD p6

Bez' ez eus ivez damdrec'hioù hag a zo mat da gaout bepred, gant ma'z int [vent] bet termenet mat gant ar strollad en a-raok.

2015
Daveenn : DISENT p77

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial