Adv. hag estl.
I.
Adv.
A. (en egor)
1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927] Dirak.
[1659] Eus a-dreñv, eus a-raok. [1732] Mont a-raok pe war-lerc'h. [1850] A-raok hag a-dreñv. A-raok emaint. Aet int a-raok. Galoupat a rae an ebeul a-raok. Kerzhet a-raok.
[1878] dioc’htu ma voe galvet, e teuas a-raok, [...].
Mont a reas di, e benn a-raok : e benn dirak ar peurrest eus e gorf.
&
Dre a-raok ha dre a-dreñv : dre an araog hag an adreñv.
ES. a-dreñv.
2. [1499, 1659, 1850, 1927, 1931] War-raok.
[1499] Mont a-raok. [1659] Mont a-raok ha miret na ve graet un dra. [1850] Argilañ a ra pa zlefe mont a-raok. En em strinket e oant a-raok. Kerzhet a-raok. Mont araokoc'h : pelloc'h war-raok.
ES. a-dreñv, war-dreñv.
&
(db. an dud)
Mont, [1659] dont a-raok : dilec'hiañ evit tostaat da ub., udb.
Deuit a-raok mar plij.
&
Mont a-raok : ober hent.
&
Mont a-raok war ub. : mont war-raok evit e dagañ.
3. [1927] MONT A-RAOK : mont kuit.
&
(hep ur verb a denn d'an dilec'hiañ dirazañ)
Kuit.
Lammat a reas war e varc'h hag eñ a-raok.
4. [1732, 1931] kas, [1931] lakaat udb. a-raok : e gas war-raok.
Kasit an armel a-raok.
5. Trl.
(db. an dud)
Bezañ gant e veg a-raok [1924] : komz hep prederiañ diagent.
[1924] Lellig ar Monkuz a oa ur paotrig divaoue, [laosk] a gorf, bac’h a spered, besteod, ha gantañ atav e veg a-raok.
B. (en amzer)
1. [1867, 1931, 1985] Adverb a verk ar gentelezh.
[1867] A labous tremeniat a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad. [1931] Nebeut amzer a-raok. Daou zevezh a-raok e oant aet da vakañsiñ. [1985] Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman.
HS. kent.
ES. goude, war-lerc'h.
2. (db. obererezh an dud)
[1931] Abretoc'h eget an termen bet lakaet.
[1931] Va zrugarekaat en a-raok. Paeañ a-raok.
&
[1659] Gwelet a-raok : rakwelet.
3. (db. an eur)
Abretoc'h eget an eur reizh.
A-raok emañ an horolaj.
4. Tr. adv.
Amañ a-raok : un tammig a-raok.
Bezit soñj eus ar pezh zo bet lavaret amañ a-raok, ar c'homzoù-mañ amañ a-raok.
C.
Dre skeud.
1. (db. an dud)
Mont a-raok : mont war well.
2. (db. an dud)
Mont a-raok : dont a-benn da wellaat e stad er gevredigezh.
Paour on ha koulskoude ez an a-raok. Seul vui e vez arc'hant, seul araokoc'h ez eer.
3. (db. an deiz, an noz)
Mont a-raok : bezañ tost a-walc'h da echuiñ. An noz a ya a-raok.
4. (db. an dud)
Kas a-raok : lakaat da dostaat d'ar pal. Kas e labour a-raok. Skoazell an den-se ho kaso a-raok.
5. Trl. skeud.
Lakaat lost ar c'harr a-raok : ober da gentañ ar pezh a zlefed ober war-lerc'h.
&
Kas ar c'harr a-raok : embreger kement tra zo dleet a-benn tizhout ar pal.
Gantañ e oa bet kaset ar c'harr a-raok : a-drugarez d'e intrudu, d'e oberiantiz, eo bet tizhet ar pal.
&
Troc'hañ a-raok da ub : mirout ouzh ub. a dizhout ur pal dre ziraeziñ ar pal-se kentoc'h egetañ.
II.
Tr. adv.
EN A-RAOK
A. (en egor)
Dirak.
Redek a ra ma c'hi en a-raok.
&
[1931] Lakaat (udb.) en a-raok : lakaat (udb.) war wel, pouezañ war udb.
B. (en amzer)
1. Kentoc'h.
Daou gantved en a-raok e oa bet aloubet o bro.
2. (db. obererezh an dud)
[1931] Abretoc'h eget an termen bet lakaet.
[1931] Dispign e leveoù en a-raok. Echuiñ e labour en a-raok.
3. (db. an eur)
Abretoc'h eget an eur reizh.
En a-raok emañ an horolaj.
4. (db. an dud)
Bezañ en a-raok : abretoc'h eget an eur bet lakaet.
III.
Tr. adv.
WAR A-RAOK
A. (en egor)
Mont war a-raok : war-raok.
Deomp war a-raok. Deuet eo ar mor war a-raok.
[1877] An den gwenn a ya atav war a-raok ; emañ tostig-tost d’ar c’hemener...
B. (db. an eur)
Lakaat, kas an horolaj war a-raok : lakaat bizied an horolaj da fiñval a-du gant durc'hadur o dilec'hiañ.
C.
Dre skeud.
1. (db. an dud)
Mont war a-raok : mont war well.
Ned a ket tamm war a-raok.
2. (db. priz ar marc'hadourezhioù)
Mont war a-raok : keraat.
Aet eo ar strilheoul un lur hanter war a-raok c'hoazh.
IV.
Estl.
War-raok.
War-sav hag a-raok, paotred Breizh !
ES. adreñv.
An hini hoc’h eus roet din a zo gwelloc'h evit an hini [a]m boa a-raok.
Ann hini hoc’h eûz rôed d’in a zô gwelloch évid ann hini em bôa araok.
1850
Référence :
GON.II
p.71
Hi pehini a oa ker kre a-raok, a vez klañv alies bremañ.
Hi péhini a oa ker kré araok, a véz klañv aliez bremañ.
1850
Référence :
GON.II
p.73 (Elle qui était si forte auparavant, est souvent malade à présent).
« Ozhac'h, da ziwezhañ, te dle mont da gousket, / Ha gwelet mat a-raok ha da zor zo prennet. »
« Ozac'h, da ziveza, te dle mont da gousket, / Ha gwelet mad a-raok ha da zor zo prennet. »
1867
Référence :
MGK
p45
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Tro a glask war ann olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne voa koant a-raok, adre, a giz ebed; hag, eme z-han, bez' e ve red, da ober mad, trouc'ha diwar bep skouarn d'ezhan eur grennbennad evit staga oc'h bek he lost; he bevar droad zo pevar bost; e-berr : e voa re bez-fetiz pounner, piltosek, gourt, iskiz.
1867
Référence :
MGK
p11
Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.
Dioc'h ma veze 'nn amzer, al labouz tremeniad, a c'hwie pell a-raok pe goulz vije barrad, hag epad ma veze tro-war-dro o viri, e kase ar c'helou a-bell d'ar vordeidi.
1867
Référence :
MGK
p13
Ar re ne [c'h]ouient ket an dro / A chome mantret tro-war-dro, / O welet o vont 'raok Marzin[,] / Ur seurt pikol leon[,] d'ar vilin.
Ar re ne c'houient ket ann dro / A choume mantret tro-war-dro, / O welet o vont 'raok Marzin / Eur seurt pikol leon d'ar vilin.
1867
Référence :
MGK
p61-62
Dont a rankan bremañ war va c’hiz, rak, evel am eus lavaret deoc’h, aet on un daou vloaz bennak a-raok, evit diskouez deoc’h en un taol, peger kriz tud a oa deuet en hor bro da heul ar republik.
Dont a rankan breman var va c’hiz, rak, evel am euz lavaret d’ehoc’h, eat oun eun daou vloaz bennag araok, evit diskouez d’ehoc’h enn eun taol, peger kriz tud a ioa deuet enn hor bro da heul ar republik.
1877
Référence :
EKG.I.
p.206
Kement a ranked da ober a oa merket penn-da-benn. Lavaret e oa peur bale, peur ehanañ ; peur mont a-raok, peur dont a-dreñv ; peur chom er sav, peur mont war bennoù an daoulin ; peur e oa krial, peur e oa serriñ ar ginou.
Kement a ranket da ober a ioa merket penn-da-benn. Lavaret oa peur bale, peur ehana ; peur mont araok, peur dont adren ; peur chomm er za, peur mont var bennou an daoulin ; peur oa krial, peur oa serri ar ginou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.177
An den gwenn a ya atav war a-raok ; emañ tostig-tost d’ar c’hemener...
An den guenn a ia atao var araok ; eman tostik-tost d’ar c’hemener...
1877
Référence :
EKG.I.
p.133
Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.
Ar seiz chouant a lammaz enn ti, baionnettez ho fuzil araok evit toulgofa an hini en diche eseat enebi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.121
N’ho pezo nemet dont war va lerc’h, me a yelo a-raok en ur bediñ ar Werc’hez Vari.
N’ho pezo nemed dont var va lerc’h, me a ielo araok en eur bedi ar Verc’hez Vari.
1877
Référence :
EKG.I.
p.69
Ar soudard a c’haloupe ivez war o lerc’h en ur grial outo chom a-sav ; gounit a rae warnezho un nebeudig marteze, mes evelato edont un tamm brav a-raok p’en em gavjont e traoñ ar park.
Ar zoudard a c’haloupe ive var ho lerc’h en eur grial outho chomm a-za ; gounit a rea varnezho eun nebeudik marteze, mez evelato edont eun tamm brao araok p’en em gafchont e traon ar park.
1877
Référence :
EKG.I.
p.303
Er c’hiz-se e oa troc’het hent Kastell ouzh Canclaux, n’oa ken evit dont war e c’hiz ; n’oa ket evit mont a-raok kennebeut, rak freuzet e oa ar pont. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; ret eo d’e dud bezañ lazhet ganeomp-ni, pe bezañ beuzet gant dour ar stêr.
Er c’hiz-se oa trouc’het hent Kastel ouc’h Canclaux, n’oa ken evit dont var he c’hiz ; n’oa ket evit mont araok ken nebeut, rak freuzet oa ar pount. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; red eo d’he dud beza lazet ganeomp-ni, pe beza beuzet gand dour ar ster.
1877
Référence :
EKG.I.
p.281-282
Petra e oa ar gwellañ din da ober ? N’oan ket evit chom eno, a-zioc’h pont Keraouell, evel ur maen en ur c’hleuz ; ret e oa din mont a-raok pe dont a-dreñv, unan a zaou.
Petra oa ar guella dign da ober ? N’oan ket evit chom eno, azioc’h pount Keraouell, evel eur mean enn eur c’hleuz ; red oa dign mont araok pe dont adren, unan a zaou.
1878
Référence :
EKG.II
p.23
Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.
Ha me tostaat ouc’h an tan, trei ha distrei outhan a dren, araok hag a gostez. Ne ouenn ket pell evit beza seac’h, rak eno oa berniou glaou, herder gant-ho, evel n’oc’h euz guelet biskoaz.
1878
Référence :
EKG.II
p.31
— Ya, emeve ouzhin va unan, abaoe m’oc’h-c’hwi deuet enni eo houmañ bro an diaoul, gwir eo ; a-raok n’oa ket, avat.
— Ia, eme-ve ouzign va-unan, abaoue m’oc’h c’houi deuet enn-hi eo houman bro an diaoul, guir eo ; araok n’oa ket, a-vad.
1878
Référence :
EKG.II
p.55
Nann, rak dioc’htu ma voe galvet, e teuas a-raok, hag en ur sellet yud ouc’h an Aotrou Gall : — Me am boa lavaret, emezañ, hen talvezjen deoc’h d’am zro.
Nann, rak dioc’h-tu ma oue galvet, e teuaz araok, hag en eur zellet iud ouc’h an Aoutrou Gall : — Me am boa lavaret, emez-han, hen talveschenn d’eoc’h d’am zro.
1878
Référence :
EKG.II
p.168
Dek anezho a yoa a-raok, ar re all a yoa war-lerc’h.
Dek anezho a ioa araok, ar re-all a ioa varlerc’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.181
An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a)ok.
An uneg euz ar miz-man, a zo maro en Kerbors eur wroeg, Skeren he hano, hag e devoa tapet eur gwall-lamm eun nebeut deio a-rog.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Lellig ar Monkuz a oa ur paotrig divaoue, laosk a gorf, bac’h a spered, besteod, ha gantañ atav e veg a-raok.
Lellig ar Monkuz a oa eur pôtrig divaoue (1), leusk a gorf, bac’h a spered, bisteod, ha gantan atao e veg a-rôk.
Référence :
VALL
pg anticiper (sur ses revenus ; les dépenser d'avance)
en a-raok
en araok
1931
Référence :
VALL
pg avancement
en a-raok
en-araok
1931
Référence :
VALL
pg anticipé
a-raok
kas a-raok
1931
Référence :
VALL
pg avancer
a-raok
araok
1931
Référence :
VALL
pg auparavant, avant
lakaat en a-raok
1931
Référence :
VALL
pg alléguer
lakaat a-raok
1931
Référence :
VALL
pg avancer
va zrugarekaat en a-raok
va zrugarekaat en-araok
1931
Référence :
VALL
pg anticipé
nebeut a-raok
nebeut araok
1931
Référence :
VALL
pg avant
nebeut amzer a-raok
nebeut amzer araok
1931
Référence :
VALL
pg avant
Tri diegezh Gallo-Frank, deut moarvat diouzh ar Reter, a zigouezhas a-gevret, betek un douar gouez war-lein menezioù Are, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant ur soudard roman e anv Skrinius.
Tri diegez Gallo-Frank, deut moarvat diouz ar Reter, a zigouezas a-gevret betek eun douar gouez war lein meneziou Arre, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant eur soudard roman e ano Skrinius.
1944
Référence :
EURW.1
p8
N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.
1944
Référence :
ATST
p.52
Hag e redent, hag e redent, ar baotred a-raok, hag ar merc’hed a-dreñv, evel-just.
1944
Référence :
ATST
p.81
« Koulskoude, ret e vo kaout aotreadur an aotrou 'n eskob, a-raok. »
« Koulskoude, ret e vo kaout aotreadur an Aotrou 'n Eskop, araok. »
1944
Référence :
EURW.1
p58
Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.
1985
Référence :
DGBD
p6
Bez' ez eus ivez damdrec'hioù hag a zo mat da gaout bepred, gant ma'z int [vent] bet termenet mat gant ar strollad en a-raok.