Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. G. A-raok. HS. tal, talbenn. II. Tr. ar. [1878, 1923, 1931, 1985] En e raok : s.o. a-raok. [1923] Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda. [1877] hag e ranked bezañ fin-meurbet evit tec’het en o raok. [1878] Ar soudarded, evit gwir, ne raent nemet mousc’hoarzhin o welet Yann Prijant o hortañ e vuoc’h en e raok. [1931] Mont en e raok, [1985] em raok, [2015] en hon raok. III. Tr. adv. Er raok. 1. A-raok (en amzer) Ret e oa din diskouez ma labour dezhi er raok. 2. Mont er raok : mont kuit. An diaoul a yae dija er raok. HS. a-raok

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

raok

1850
Référence : GON.II pg raok

M’en tou deoc’h e furchent mat ar vro, e c’houlennent kalz keleier, hag e ranked bezañ fin-meurbet evit tec’het en o raok.

1877
Référence : EKG.I. p.88

Ar soudarded, sebezet, a dec’he en hor raok ; ni a skoe warnezho a daolioù dorn hag a daolioù bazh ; mesk-e-mesk edomp ganto ; c’hoant o deus d’en em dennañ a-gostez evit en em renkañ hervez o giz ha gellout tennañ warnomp.

1877
Référence : EKG.I. p.270

Ar soudarded, evit gwir, ne raent nemet mousc’hoarzhin o welet Yann Prijant o hortañ e vuoc’h en e raok.

1878
Référence : EKG.II p.18

« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »

1923
Référence : SKET p.36

Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda.

1923
Référence : SKET p.13

A-hed mizvezhioù ha bloavezhioù e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, n'oufes biken tizhout an harzoù anezhañ.

1923
Référence : SKET p.73

Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).

1923
Référence : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Gwech o redek, gwech all o kerzhout, e rae dezhañ ruilhañ en e raok war an aod ha ne baoueze en e valeadenn, ne leze e c’hoariell da gouezhañ d’an douar, ken na vije peurc’hraet gantañ e droad.

1924
Référence : SKET.II p.21

mont en e raok

1931
Référence : VALL pg avancer

kas en e raok

1931
Référence : VALL pg avancer

Hag eñ en e raok hep rannañ grik ouzhpenn.

1985
Référence : DGBD p88

Ur bern traoù am boa da renkañ va-unan peogwir e oa aet Marceau C. em raok d'ar Fernan Vaz, hag e kouezhe pep tra war va chouk ha n'ouzon ket pet gwech bemdez e ranken mont e kêr, rak ur bern traoù a oa da vezañ lestret, ha ret e oa ivez gwelout an dud o devoa roet harp deomp evit hol labour.

1985
Référence : DGBD p191

Mont a reont en hon raok hag o heuliañ a reomp.

2015
Référence : EHPEA p116

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux