Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Stn. I. (en egor) 1. [1499, 1732, 1867] Zo dirak (udb.) [1499] Dant a-raok : rakdant. [1732] Ar penn a-raok. [1867] Ul levrig skritur moull [...] a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri fabulae. [1867] Ar c'hodell a-raok. 2. [1931] Zo er penn-kentañ. Penn a-raok ar c'harr. Ar marc'h a-raok. & Trl. [1732, 1850] Doue a-raok : Ma kar da Zoue. II. (en amzer) 1. Kent. An eostoù a-raok. Al Lun a-raok, ar bloavezh a-raok. 2. (db. an adverboù a anver deizioù ar sizhun ganto) Dilun, dimeurzh a-raok : d'al Lun, d'ar Meurzh zo bet kent al Lun, ar Meurzh tremenet. N'eo ket diriaou diwezhañ met diriaou a-raok e oant bet amañ. III. Dre skeud. (db. an dud) 1. Ur paotr a-raok : zo e penn udb. Hennezh a oa paotr a-raok. 2. Ur paotr a-raok : zo boas da vont a-raok en e labour, e draoù, h.a. 3. Dre ast. Ur paotr, ur vaouez a-raok : her, start en e vennozhioù, en he mennozhioù. 4. (db. an obererezhioù, ar stourmoù) Bezañ er penn a-raok : e-touez an dud oberiantañ. 5. (db. ar mennozhioù) Un den penn a-raok : lañs gantañ e-keñver ar braz eus e gempredidi. 6. PEMDEZ Ur beg a-raok : un den a gomz hep prederiañ tamm. & [1931] Mari beg a-raok : maouez a gomz hep prederiañ tamm. HS. klakenn.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

a-raok

1499
Référence : LVBCA p26 ('devant')

bosu a-raok

1499
Référence : LVBCA p26, 39 (bossu deuant)

dant a-raok

1499
Référence : LVBCA p26, 50 ('incisive')

Doue a-raok

1732
Référence : GReg pg aidant

ar penn a-raok

1732
Référence : GReg pg (l') apartement (de devant)

Doue a-raok

1850
Référence : GON.II pg Doué

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.

1867
Référence : MGK p12

Na it ket d’en em chalañ, emezañ, gortozit ur pennadig. Me a ya da gerc’hat ur vouc’hal d’ar c’hrañj, ha da zistagañ ar c’hi Turk ; gant ar c’hi ha va bouc’hal me a yelo er penn a-raok er c’halatrez.

1877
Référence : EKG.I. p.137-138

Kentañ a weljomp o tont er c’hraou voe Jañ-Mari, mes Jañ-Mari disheñvel diouc’h ma oa en abardaez a-raok.

1877
Référence : EKG.I. p.76

Pleget o divhar a-raok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzougañ, e sellent ouzh an neñv e stumm azeulerien.

1923
Référence : SKET p.60

penn a-raok

1931
Référence : VALL pg avant

Mari beg a-raok

1931
Référence : VALL pg (femme qui a bon) bec

Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.

1944
Référence : ATST p.63

Kadorioù ha bankoù a oa en tu 'raok, ar bobl en he sav en tu 'dreñv.

1944
Référence : EURW.1 p70

Mont a rejomp d'e di, ur brav a genkiz, gant ur gael en tu a-raok hag ur c'hloc'h da son.

1944
Référence : EURW.1 p55

Kounaat a reas al lean yaouank azen bihan ar gouent, a ganas gloar, ar sul araok [a-raok], pa oa 'n em gavet, ar wech kentañ, gant Palmira.

1949
Référence : SIZH p.66

An diavaeziadez a rae ur pikol sin ar groaz, a boke, evel m'he doa graet, en deiz a-raok, d'he biz-meud, ha, neuze, da Grist he chapeled, ur chapeledig bihan e baterennoù koural flimin.

1949
Référence : SIZH p.42

Emañ gward a-raok ar Chouanted, eizh pe zek den ennañ, o vont e-biou war an hent bras.

1960
Référence : PETO p66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux