Stn.
I.
(en egor)
1. [1499, 1732, 1867] Zo dirak (udb.)
[1499] Dant a-raok : rakdant. [1732] Ar penn a-raok. [1867] Ul levrig skritur moull [...] a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri fabulae. [1867] Ar c'hodell a-raok.
2. [1931] Zo er penn-kentañ.
Penn a-raok ar c'harr. Ar marc'h a-raok.
&
Trl.
[1732, 1850] Doue a-raok : Ma kar da Zoue.
II.
(en amzer)
1. Kent.
An eostoù a-raok. Al Lun a-raok, ar bloavezh a-raok.
2. (db. an adverboù a anver deizioù ar sizhun ganto)
Dilun, dimeurzh a-raok : d'al Lun, d'ar Meurzh zo bet kent al Lun, ar Meurzh tremenet.
N'eo ket diriaou diwezhañ met diriaou a-raok e oant bet amañ.
III.
Dre skeud.
(db. an dud)
1. Ur paotr a-raok : zo e penn udb.
Hennezh a oa paotr a-raok.
2. Ur paotr a-raok : zo boas da vont a-raok en e labour, e draoù, h.a.
3. Dre ast.
Ur paotr, ur vaouez a-raok : her, start en e vennozhioù, en he mennozhioù.
4. (db. an obererezhioù, ar stourmoù)
Bezañ er penn a-raok : e-touez an dud oberiantañ.
5. (db. ar mennozhioù)
Un den penn a-raok : lañs gantañ e-keñver ar braz eus e gempredidi.
6. PEMDEZ
Ur beg a-raok : un den a gomz hep prederiañ tamm.
&
[1931] Mari beg a-raok : maouez a gomz hep prederiañ tamm.
HS. klakenn.
Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.
Tammouigou latin ha koz-tammou gallek ne zeuaz ken gant-han d'ar ger, nemed eul levrik skritur-moull, hanter roget ha peur-uzet, a lennet er penn-araog anezhan ar c'homsiou-ma e latin : Phaedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennou Phaedr.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid VI
Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.
Ar C'hrouer galloudek a c'hwie petra rea war he skoaz da bep den pa daolaz eur bisac'h; er c'hodel zo adre, he wall-dechou da veac'h, hag er c'hodel a-raok, holl faziou he hentez da zerc'hel anezhan war he ziou-lez kompez.
1867
Daveenn :
MGK
p12
Na it ket d’en em chalañ, emezañ, gortozit ur pennadig. Me a ya da gerc’hat ur vouc’hal d’ar c’hrañj, ha da zistagañ ar c’hi Turk ; gant ar c’hi ha va bouc’hal me a yelo er penn a-raok er c’halatrez.
Na it ket d’en em jala, emezhan, gortozit eur pennadig. Me a ia da gerc’hat eur vouc’hal d’ar c’hranch, ha da zistaga ar c’hi Turk ; gand ar c’hi ha va bouc’hal me a ielo er penn araog er c’halatrez.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.137-138
Kentañ a weljomp o tont er c’hraou voe Jañ-Mari, mes Jañ-Mari disheñvel diouc’h ma oa en abardaez a-raok.
Kenta velchomp o tont er c’hraou oue Jan-Mari, mez Jan-Mari dishevel diouc’h ma oa enn abardaez araok.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.76
Pleget o divhar a-raok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzougañ, e sellent ouzh an neñv e stumm azeulerien.
Pleget o diouhar-araok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzouga, e sellent ouz an nenv e-stumm azeulerien.
1923
Daveenn :
SKET
p.60
penn a-raok
penn-araok
1931
Daveenn :
VALL
pg avant
Mari beg a-raok
Mari beg-araok
1931
Daveenn :
VALL
pg (femme qui a bon) bec
Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.
1944
Daveenn :
ATST
p.63
Kadorioù ha bankoù a oa en tu 'raok, ar bobl en he sav en tu 'dreñv.
Kadoriou ha bankou a oa en tu 'raok, ar bobl en he sav en tu 'dreñv.
1944
Daveenn :
EURW.1
p70
Mont a rejomp d'e di, ur brav a genkiz, gant ur gael en tu a-raok hag ur c'hloc'h da son.
Mont a rejomp d'e di, eur brao a genkiz, gant eur gael en tu araok, hag eur c'hloc'h da son.
1944
Daveenn :
EURW.1
p55
Kounaat a reas al lean yaouank azen bihan ar gouent, a ganas gloar, ar sul araok [a-raok], pa oa 'n em gavet, ar wech kentañ, gant Palmira.
1949
Daveenn :
SIZH
p.66
An diavaeziadez a rae ur pikol sin ar groaz, a boke, evel m'he doa graet, en deiz a-raok, d'he biz-meud, ha, neuze, da Grist he chapeled, ur chapeledig bihan e baterennoù koural flimin.
1949
Daveenn :
SIZH
p.42
Emañ gward a-raok ar Chouanted, eizh pe zek den ennañ, o vont e-biou war an hent bras.
Emañ gward-a-raok ar Chouanted, eiz pe zek den ennañ, o vont e-biou war an hent bras.