Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. (db. an traoù, izili ar c'horf) Lakaat daou dra an eil war egile e stumm ur groaz. Kroazit an daou damm koad-mañ. Kroaziañ e zivrec'h, e zivesker. & Kroaziañ e zaouarn : o juntañ en ur groazigellañ e vizied. 2. (db. an dud) Lakaat arouez ar groaz war ub. Deuit amañ ha me ho kroazio. & Kroaziañ ur bugel : e vennigañ. 3. (db. al loened prl. pe an dud) Kroaziañ ub. klañv : lakaat, merkañ ur groaz warnañ, pediñ, e strobinellañ, evit e lakaat da bareañ. 4. (db. ar skridoù) Barrennañ ur ger, ul linenn evit e nullañ. HS. raskañ. B. V.k.d. 1. KROAZIAÑ WAR UDB. : paouez a glask kaout an dra-se, a strivañ evit e gaout. 2. KROAZIAÑ WAR UB. : lakaat arouez ar groaz warnañ. II. V. em. EN EM GROAZIAÑ : lakaat arouez ar groaz ouzh e gerc'henn. & Dre skeud. En em zislavaret. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm kroaz (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['krwasj].

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

en em groazañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) croiser

kroazañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg croiser

kroazet ur re

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte, pp.)

Kroazañ an neud war ar werzhidad evit ne rouestlo ket.

1732
Daveenn : GReg pg fusée (Croiser le fil sur la fusée, afin qu'elle ne se broüille point.)

kroaza ur re

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte.)

kroazañ ur c'hrouadur

1732
Daveenn : GReg pg benir (un enfant)

kroazañ gant orezonoù

1732
Daveenn : GReg pg benir (un malade, ou, une bête incommodée. Guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte)

kroazet gant orezonoù

1732
Daveenn : GReg pg benir (un malade, ou, une bête incommodée. Guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte)

kroazañ

1732
Daveenn : GReg pg biffer (raïer, effacer) croiser (mettre en forme de croix), effacer (raïer)

kroazet

1732
Daveenn : GReg pg biffer (raïer, effacer) croiser (mettre en forme de croix), effacer (raïer)

kroaziñ

1732
Daveenn : GReg pg biffer (raïer, effacer), effacer (raïer)

kroazet

1732
Daveenn : GReg pg biffer (raïer, effacer), croiser (mettre en forme de croix)

kroaziñ

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte, Van.)

kroazet un aneval

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte, pp.)

en em groazañ

1732
Daveenn : GReg pg (faire le signe de la) Croix (sur soi)

kroazañ un aneval

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte.)

en em groazet

1732
Daveenn : GReg pg (faire le signe de la) Croix (sur soi)

kroeziñ

1732
Daveenn : GReg pg croiser (mettre en forme de croix)

Un artizan-pleg, o vonet d'e zevezh, a arruas gantañ, hag evel ma oa c'hoazh "etre ki ha blei", pe "gad ha konikl", e kredas o welout an den gwenn-se, gwelout un den marv : m'en em lakeas eta d'her c'hroazañ ha d'en em groazañ e-unan.

1847
Daveenn : FVR p.123

Ret eo en em groazañ a-barzh sevel eus e wele

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroaza

kroazet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroaza

Kroazit an daou damm koad

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroaza

En em groazañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroaza

En em groazañ a ra ho neud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroaza

Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled ; lammet a ris war e c’horre ha diwarnañ e c’hellis, en ur groaziañ va divrec’h, tizhout daou gostez ar siminal.

1878
Daveenn : EKG.II p.137-138

Dre ma renkan termeniñ va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroaziañ, dre-se, war skrivañ pep a zanevell, dre ar munud, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud.

1923
Daveenn : SKET p.140

kroaziañ war skrivañ

1923
Daveenn : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Renoncer à écrire".

kroazañ ur c'hrouadur

1931
Daveenn : VALL pg bénir (un enfant)

kroazañ ur bugel

1931
Daveenn : VALL pg bénir (un enfant)

kroazañ

1931
Daveenn : VALL pg biffer

- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.

1949
Daveenn : SIZH p.37

"Soñjal a ra deoc'h e c'hellomp kroaziañ an holl disklêradurioù?" "Gant an distank maz omp, n'omp ket lodenn."

2015
Daveenn : EHPEA p109

Tremen a ra Koula hebiou din, sellout ouzh an div vaouez en o c'hadorioù-brec'h hag en em groaziañ.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial