Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. RELIJ. Ober udb. diwar netra. Doue a grouas an den, ar bed. & (en tu gouzañv) Krouet omp bet hervez dremm Doue. 2. (db. an dud) Engehentañ. Krouiñ ur bugel. & (en tu gouzañv) E Kemper eo bet krouet. & Trl. PEMDEZ Hennezh zo bet krouet evel-se : a-vihanik emañ evel-se. 3. Ober, sevel udb. na oa ket anezhañ a-ziagent. Ul livour a grouas un daolenn warni bagadoù tud o redek. Sorc'hennet e oa gant ar c'hoant krouiñ udb. 4. Dre ast. Sevel. Krouiñ ur strollad broadel nerzhus. Krouet ez eus ur gevredigezh nevez. Ranket e oa bet krouiñ labouradegoù. 5. Rouez Envel ub. d'ur garg bnk. Ar gouarnamant a grouas anezhañ ministr er bloavezh-hont. II. V.g. 1. Dont da vezañ, dre genaozañ, dre greskiñ, dre goeñviñ, h.a. Ur groc'henenn a grou war c'horre al laezh pa vez tommet. 2. Louzawour. (db. ar frouezh, ar greun) Mont eus ar stad a vleunienn d'ar stad a frouezhenn. Ar frouezh zo o krouiñ. Ar vugale gwechall a lamme war an avaloù adal ma vezent krouet. Pa vez gwallet an ed, mar krou greun enno e vezont dister.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

krouañ

1499
Daveenn : LVBCA p127 (croeer, faire aucune chose de neant et appartient a dieu seulement)

en enor da Doue hon kroueas

1538
Daveenn : ISYK.I p112

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Daveenn : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

10. Grit din ivez kaout feiz vras / Da garet Doue neb am c'hroueas. / Nep droug en vro na c'hallo noaz[out] / D'an holl gristenien a brenas

1622
Daveenn : Do. p61

krouañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg créer

kroueet

1732
Daveenn : GReg pg creer (tirer du néant)

krouiñ

1732
Daveenn : GReg pg creer (tirer du néant)

krouet

1732
Daveenn : GReg pg creer (tirer du néant)

kroueañ

1732
Daveenn : GReg pg creer (tirer du néant)

krouiñ

1732
Daveenn : GReg pg creer (tirer du néant)

Piv en deus ho kroued ha lakaet er bed ? Doue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroui

krouet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kroui

Ret eo, oc'h er gortoz, / Distagañ ar galon dioc'h kement zo krouet, / Ha lavaret : / A-walc'h ! a-walc'h ! a-walc'h ! N'em beus ken da c'houlenn, / Nemet, goude mervel, / Mont eus a Vreizh-Izel / Da vaner kaer an Neñv, gant Doue da berc'henn.

1867
Daveenn : MGK p70

Doue en deus krouet pep den hervez m’en deus bet c’hoant, me 'gred.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Ur vreuriezh Varzhed a zo bet krouet e Breizh-Izel, er bloavezh 1900 gant aotreadur an Arc'hdrouiz.

1909
Daveenn : REZI p. 3

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Daveenn : SKET p.29

D’an diwezh, e kavas da vibien Vanos e vije talvoudus krouiñ war an aod-se un annezadenn, ha hi strollet ouzh re an arvor-Glas dre ur stropad kreñvlec’hioù, e doare da droc’hañ pep darempred etre Skaled an hanternoz ha re ar c’hreisteiz ha da herzel outo d’en em gevrediñ ouzh an enbroidi deut eus ar vro-Wenn.

1923
Daveenn : SKET p.97

Ne oa anv ebet eus krouiñ ur gevrenn « yezh vrezhonek ».

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Pa voe fin d'ar vreutadeg, hag an holl a-unvouezh evit krouiñ l'Union Régionaliste Bretonne, e krogjod da zibab ar re a vije lakaet e pep « kevrenn ».

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Daveenn : DISENT p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial