Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
22
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. RELIJ. An hini en deus savet pep tra, an hollved diwar netra. [1456] Krouer an neñv hag an douar. & Ent strizh (gant ur bennlizherenn-dal) Ar C'hrouer : Doue. Rentañ e ene d'e Grouer. Meuliñ e Grouer. [1877] [A]ntronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion. HS. krouadur. 2. Oberour, ijinour udb. nevez. Krouerien ar skolioù Diwan.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

krouer an neñv hag an douar

1456
Daveenn : ISYK.I p108

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Daveenn : M. p36

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

[«]Ha neuze pa ez vezo aznavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draezoù, ha ne ve ket posipl kavout dezhañ heñvel, neuze azeul-eñ ha glorifi-eñ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez.[»]

1576
Daveenn : Cath p7-8

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

M. Livirit-hu ar Gredo en latin. D. Credo in Deum etc. M. Livirit-hi en brezhoneg. D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar.

1622
Daveenn : Do. p10

krouer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crouer

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Daveenn : Do. p11-13

Da bec'hedoù a gofesai ur wech er bloaz, ma ne rez mui ; / Ha da Grouer a resevi / En amzer Fask, hep pellaat mui.

1677
Daveenn : Do. p31

C'hwi a lavar e kredit e Doue, petra ez eo Doue ? D. Bezañ ez eo krouer an neñv hag an douar, hag an aotrou universel a gement tra zo.

1677
Daveenn : Do. p13

krouer

1732
Daveenn : GReg pg createur

krouer ar bed

1732
Daveenn : GReg pg createur

reiñ e ene d'e Grouer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg éné

krouer

1850
Daveenn : GON.II pg krouer

krouer

1850
Daveenn : GON.II pg klouer

Krouer an neñv hag an douar eo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg krouer

Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.

1867
Daveenn : MGK p12

Nann, biken, eme an Aotrou Feburier, gant herder ! Me ne adoran nemet un Doue, krouer an eñv hag an douar. Idolatriaj a zo amañ, Aotrounez, idolatriaj hepken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.184

— Setu me barnet d’ar marv. E galon a rannas, me 'gred, rak antronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

An izili all a zoug un togig liv ar sae, gant un daledenn voulouz du, brodet warni an arouez krouer (seiz liv aour), ha div vleu[ñv]enn tro-heol (seiz liv arc'hant)

1909
Daveenn : REZI p. 6

Gouenn ar Gelted, un doue he deus bet da grouer, un doue da dad, un doue da vager.

1923
Daveenn : SKET p.37

Kaer e oa sellout, ne weled roud ebet mui eus krouerien K.V.B e Montroulez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

En e galon druilh ha rec'het, / War-zu ennoc'h, Mestr ha Krouer, / ' Sav mouezh klemmus ar c'haezh touer / Da gaout pardon leun d'e bec'hed.

1960
Daveenn : PETO p83

Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.

1960
Daveenn : PETO p32

Evit bezañ en em werzhet / Hag ur c'hristen kaezh aberzhet, / Digoll pouezus ' dle an touer / D'ar gwir Doue, mestr ha krouer, / Hag e vuhez ma vez lamet, / Da glask kilañ ne ray kammed.

1960
Daveenn : PETO p63

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial