Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b./g. 1. Trouz bras a vez da heul al luc'hed. Kurun zo. Krozal, strakal, tarzhañ a ra ar gurun. Un taol kurun, un tarzh kurun. & Trl. kv. Erruout evel un tarzh kurun : trumm. 2. Dre ast. Foeltr. Diskaret eo bet ar wezenn gant ar gurun. Kouezhet eo ar gurun warni. & Trl. Toull-kurun : toull fankek en ur foenneg. 3. (goude ur ger goul. gant ar gm. s.) Ger pouezañ en troiennoù goulenn. Da biv ar gurun eo an dra-mañ ? Da belec'h ar gurun eo aet kuit ? Petra ar gurun am eus graet gant an dra-se ? HS. bed, diaoul, foeltr, gagn, gast. 4. Ger a dalvez da sevel touadelloù. Mil gurun an diaoul ! te eo zo kiriek eus an tanfoeltr a dro-gamm-se ! Kurun a dan ! un dismegañs eo ! Kroc'hen kurunoù ! ya, ya, mar tapan ac'hanout ! [1924] Boulc’hurun ! Daonet ’vo kroc’hen kurunoù va ene !… II. (en e furm lies) 1. Tarzhadennoù a glever pa vez arnev. Dec'h en doa graet kurunoù pounner. [1877] Neuze e klevjomp un trouz, evel kroz ar gurun pa vez pell ; krediñ a raemp zoken e krene an douar. 2. Dre ast. Foeltr. Pelec'h eo kouezhet ar c'hurunoù ? & Trl. kv. Mont kuit evel ar c'hurunoù : trumm. & (dirak ar gm. a.) Ur c'hurunoù zo kouezhet war tour an iliz. & Trl. kv. Evel ur c'hurunoù : trumm. 3. [1924] Dre skeud. : Fulor. [1924] Hag ar baotred all adarre da c’hoarzhin, pa weljont ne gouezhe ket kurunoù an aotrou person war o fenn.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

ober kurunoù

1499
Daveenn : LVBCA p128, 152 (toner)

kurun

1499
Daveenn : LVBCA p128 (tonairre, fouldre)

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

foeltret gant un talm kurun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg foudroyé (d'vn coup de tonnerre)

kurun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tonnerre

kudurun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tonnerre

kurun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg curuñ

Ar gurun en em furm eus ar vogedennou pere a sav eus an douar.

1732
Daveenn : GReg pg former (Le tonnerre se forme des exhalaisons.)

taol gurun

1732
Daveenn : GReg pg coup (de tonnerre)

foultret gant un talm gurun

1732
Daveenn : GReg pg foudroyé (Foudroyé d'un coup de tonnerre.)

ober kurun

1850
Daveenn : GON.II pg kuruni (tonner. faire du tonnerre).

un dismantr bras he deus graet ar gurun

1850
Daveenn : GON.II pg dismañt, dismañtr

kurun

1850
Daveenn : GON.II pg foultr, foeltr, foueltr, séac'h, kurun (Tonnerre, bruit causé par une détonation électrique entre deux nuées).

talmoù kurun

1850
Daveenn : GON.II pg talm

kudurun

1850
Daveenn : GON.II pg kudurun (Voyez "kurun"), kurun (Tonnerre, bruit causé par une détonation électrique entre deux nuées. Plusieurs prononcent "kudurun").

Kouezhet eo ar gurun war va zi.

1850
Daveenn : GON.II pg kurun (Le tonnere est tombé sur ma maison).

Kouezhet eo ar gurun war-hed ul lev diouc'h kêr.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Le tonnerre est tombé à une lieue de la ville).

He di pehini a oa ker kaer, a zo bet diskaret gant ar gurun.

1850
Daveenn : GON.II p.72

kurunoù

1850
Daveenn : GON.II pg kurun (Tonnerre, bruit causé par une détonation électrique entre deux nuées. Pl.)

Kurun a ra.

1850
Daveenn : GON.II pg kuruni (Il tonne).

Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".

1867
Daveenn : MGK p2

[an aotrou Doue] ez eas kuit ac'hano, diouzh an houad hag ar c'hi, da sevel ar gurun da gouezhañ war ho penn.

1867
Daveenn : MGK p3

Sezar, ur c'hi mailh ha brudet, / Besk e lost ha rok e galon, / A voa lammet en e sav sonn / Tost d'ur c'honikl yaouank, hag outañ o sellet : / — « Din-me out, emezañ, e gurun o c'hourdrouz, / Ken a grenas en-dro al labousigoù keizh. »

1867
Daveenn : MGK p112-113

A-benn ur pennad ne voe ket evit padout ken, hag e lavaras d’e vab : — Alo ! a-walc’h a istorioù, deomp en hent ; spanaet ar glav, torret an avel, tavet ar gurun.

1877
Daveenn : EKG.I. p.57-58

A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49-50

Neuze e klevjomp un trouz, evel kroz ar gurun pa vez pell ; krediñ a raemp zoken e krene an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.277

Ker buan, evel pa vije bet Doue e-unan o lavaret dezhañ e lavare gevier, e tirollas un tarzh kurun ker gwazh, ma kouezhas, gant ar stroñs, tri pe bevar maen diwar beg pignon an iliz a yoa dirazo, hanterziskaret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

kurun

1909
Daveenn : BROU p. 220

« Daeañ ar gurun a raint-i ; teurel mein gant an tan-luc’hed, strinkañ saezhioù ouzh ar gorventenn, stlepel o goafioù-bann ouzh an tonnoù ha mont, ar c’hleze en o daouarn, d’ar mor ha d’an doueed anezhañ. »

1923
Daveenn : SKET p.37

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Daveenn : SKET p.43

Neuze, hep dezhañ ober ur sell ouzh an tri c’horf, teir gwech e piklammas an doue hag e steuzias e-kreiz un hirflammenn e-keit ma taskrene an tevenn en e boull gant un dalm gurun a rae d’ar mor kilañ war-hed teir leuga en a-dreñv.

1923
Daveenn : SKET p.113

En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.27

Hag ar baotred all adarre da c’hoarzhin, pa weljont ne gouezhe ket kurunoù an aotrou person war o fenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Ur c’hozh marmouz fall evel hennezh, stignañ lasoù en koad an aotrou !… Bilzig !… Boulc’hurun ! Daonet ’vo kroc’hen kurunoù va ene !… Evel-se e toue-Doue Gargam.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

E-maez an dour e lamment hag ec’h adkouezhent ennañ gant un trouz-kurun.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all.

1944
Daveenn : ATST p.33

Diwar ar bobl-se azezet, e sav evel boud un hed-gwenan, a zeu tamm ha tamm dre ma tomm ar pennoù, da vezañ ur gurun.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Ne skoas al lestr nemet war-dro hanternoz; abaoe kuzh-heol avat e c'helled gwelout ar gurun o tarzhañ dizehan diouzh tu an douar ha biskoazh ne 'm eus bet ur gwel ken kaer war ur barr-arnev, zoken er broioù tomm.

1985
Daveenn : DGBD p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial