Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tachenn, toull leun a fank, a gailhar, a vouilhenn. El lagenn eo bet dare dezhañ kouezhañ. Ar c'hoadoù-se, leun a laginier. Ul lagenn a loustoni. HS. fankigell. 2. Hentoù lagenn, toulloù lagenn : leun a fank, a vouilhenn. 3. A-WECHOÙ LENN. Ne oa ket c'hoazh nemeur a vigi war al lagenn. 4. Trl. skeud. Bezañ el lagenn : bezañ en ur blegenn fall-tre. & Chom el lagenn : chom sac'het.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

lagenn

1499
Daveenn : LVBCA p129 (lac, fosse)

lagenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bourbe

lagenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lac, lacune, voirie

lagenn

1699
Daveenn : Har. pg lagenn (marais)

mesk lagenn

1732
Daveenn : GReg pg cloaque (lieu puant)

lagenn-kêr

1732
Daveenn : GReg pg égout (évier, cloaque)

lagennoù-kêr

1732
Daveenn : GReg pg égout (évier, cloaque)

an ifern a zo al lagenn ifam pe en hini en em ziskarg an holl loustonioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg (l'enfer est l') égoût (du monde)

chom en ul lagenn

1732
Daveenn : GReg pg (s') embourber

chomet eo ar c'harr el lagenn

1732
Daveenn : GReg pg (la charette est) embourbée

kouezhet on tu-hont el lagenn

1732
Daveenn : GReg pg (je me suis) embourbé (là bas)

Hakret eo holl e-barzh el lagenn-hont.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Il s'est tout gâté dans cette mare.)

Mastaret eo tout e-barzh el lagenn-hont.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Il s'est tout gâté dans cette mare.)

lagenn

1732
Daveenn : GReg pg bourbe, cloaque (lieu puant)

lagennoù

1732
Daveenn : GReg pg bourbe, cloaque (égoût d'une Ville), cloaque (lieu puant)

lagenn

1732
Daveenn : GReg pg cloaque (égoût d'une Ville)

lagenn kêr

1732
Daveenn : GReg pg cloaque (égoût d'une Ville)

lagennoù

1732
Daveenn : GReg pg cloaque (égoût d'une Ville)

mesk lagenn

1732
Daveenn : GReg pg cloaque (lieu puant)

an ifern pehini a so e kalon an douar, eo al lagenn pehini e kouezh an holl viltañsoù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg (l'Enfer qui est au centre de la terre, est le) cloaque ( où se déchargent toutes les immondices du monde)

tennañ eus al lagenn

1732
Daveenn : GReg pg debourber

lagenn

1850
Daveenn : GON.II pg geûn, lagen, lagenna, lenn

lagennoù

1850
Daveenn : GON.II pg lagen

el lagenn eo bet darev dezhañ chom

1850
Daveenn : GON.II pg lagen

el lagenn eo kouezhet

1850
Daveenn : GON.II pg el

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.200

lagenn

1931
Daveenn : VALL pg bourbier

Lies gwech o deveus gouelet / Ma daoulagad keizh o welet / 'Maon el lagenn, don er goueled.

1960
Daveenn : PETO p39

Falloc'h c'hoazh marteze e oa an hent, rak er poulloù lagenn e oa bet stlapet keuneudennoù a-dreuz hag a-hed evit reiñ un tamm font bennak dezho.

1985
Daveenn : DGBD p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial