« Ma vez paet d'e [ar bleiz] lazhañ un toullad lakizien, / Traoù fall ha didalvez, mat da strinkañ bouilhenn, / D'ober droug d'al loened, en ur goll o amzer[,] / N'ho peus nemet selaou pa leñvo mab kouer, / Hag e klevoc'h ober aon dezhañ rak ar bleiz ; / Ha kement-se, va Doue ! C'hwi a wel poanioù ar geizh ! / Evit ur c'hi, ur c'hagn pe ur c'hozh azen brein / Am beus gallet da gaout, pe d'am c'hoan, pe d'am lein. »
lakez
likizien
E tu-hont d'an daouzek-kant a vartoloded dija war vourzh, hep komz eus laz-seniñ an "Dépôt", kant soner gant o rener Farigoul, gallout a raje degemer ar Prezidant A. Fallières gant ofiserien e lez pennrener-stad, hag ouzh e heul ur bern lakizien, kanfarded rok anezho ha ma c'houzañve ket, mar karan, bezañ lojet dindan lost ar c'hi.
Kerkent ha ma teuas an Itron da c'houzout he dije da vezañ tal ouzh tal [tal-ouzh-tal] gant ar seurt lakez an Drouk-Spered, raktal e skaras d'ar Porzh-Gwenn gant he bugale hag an holl vitizhien.
Biskoazh ne'm eus bet avi ouzoc'h. Na da vare ar Gouzalc'herezh, na goude da vare ar brezel, na goude da vare ar brezel diabarzh pe ar juntenn, atav em eus tremenet ac'hanoc'h da baourkaezh likizion ha da faskourion vihan.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lakidigezh