Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Landreger

1850
Daveenn : GON.II.HV pg Tréger

Kastell-Paol ha Landreger

1877
Daveenn : EKG.I. p.1

E Landreger, toull an nor-dal, / En iliz-veur Sant-Tudual, / Pa son klemmus an hanternoz, / E oa daoulinet un den kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.25

Evit tec’het a-raok ar soudarded a yoa e kêr deuet evit her c’has d’ar prizon, an Aotrou’n eskop a yeas kuit a-dreuz e jardin ha koad an eskopti, dre an nor-guzh a sko war ar stêr vras a ya dre gêr Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.27

A-raok kuitaat bro Landreger e rankan kontañ deoc’h c’hoazh ar pezh a c’hoarvezas e bourk Plouared, neuze kerkoulz ha bremañ, unan eus ar gwellañ hag eus ar vrasañ parrezioù eus ar vro-se.

1877
Daveenn : EKG.I. p.62

An deiz war-lerc’h, da c’houlou-deiz, ar Vran a oa du-hont pell, pell, war ar mor, war hent Montroulez, aet da gargañ gwinizh hag had lin evit Landreger.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

Netra nemet lochennoù toet gant balan pe gant soul, ha tud paour gwisket gant pilhoù, merc'hed gant chalioù e-giz Landreger, hep na koef na tog war o fenn.

1944
Daveenn : EURW.1

Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.

1944
Daveenn : EURW.1 p64-65

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Daveenn : EURW.1 p67-68

Savet dre aluzen e kloerdi Landreger, evit bezañ beleg, e troas tu da 20 vloaz hag ez eas da fortuniañ da Bariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Ur fed disterik e vije panevet ma adkaver holl ar merkoù-se, pe ur c'halz anezho, war ar pep brasañ eus ilizoù gotek bras ar vro betek dispak ar goteg flammheñvel -nev Gwengamp, chantele Sant-Brieg ha Lambal, iliz-veur Landreger, chantele iliz-veur Kastell-.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial