Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
N'eus manet evel[-]just roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d'e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c'hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Tregeriad