Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Mont a rejont war-eeun d’ar segreteri. Eno, en ur glask an traoù da oferennañ, e kavjont un arched graet, me 'gred, evit kentañ hini a varvje e kêr, rak, e bro [D]reger, e vez graet alies an archedoù a-raok ma vez ezhomm anezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.31

Bro-Dreger

1899
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

Evit dont gwelloc'h a-benn eus e daol, Vallée en doa aliet ur mignon bennak dezhañ a Vro-Dreger da skrivañ d'an Aotrou Delangle da waskañ war e du.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Allas Doue ! bremañ 'vat n'emañ ken kont evel-se gant Yann grenn, da vihanañ em Bro-Dreger.

1954
Daveenn : VAZA p.8

Keit ha m’emaon war ar c’hraf-se — kemenerien ha dilhad d’ar sul [Sul]— marteze gwellañ tra 'oufen ober eo diskleriañ [disklêriañ ] peseurt gwiskamant a veze, er mare ma komzan dioutañ, gant an dud diwar ar maez em bro Dreger pa felle dezho bezañ en o c’haerañ.

1954
Daveenn : VAZA p.30

[...] hag an evned ‘ta, tudoù, ne glevit ket ar mouilc’hi o tic’hargadenniñ da drugarekaat o C’hrouer abalamour ma 'z oa bet plezhennet o neizh e kaerañ korn ar bed-mañ, va bro-Dreger ?

1954
Daveenn : VAZA p.33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial