Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Brousgwez dreinek, eus ar genad Ulex, kar d'ar piz, delioù padus dezho, bleuñv fonnus ha melen enno. Al lann yaouank ne bikont ket kalz. Pilat lann d'ar c'hezeg. Ur bad lann. [1878] Ar [v]evelien-all a zo aet da gerc’hat lann da bilat d’ar chatal. 2. Anv a arouezer gantañ meur a spesad eus ar plant-se. Lann bil, lann pil, lann kezeg, lann gallek : brousgwez, an vo spesad Ulex europaeus, betek 2,50 m uhelder dezho, a biled da reiñ d'ar c'hezeg da zebriñ. & Lann ki, lann gwenn : brousgwez bihan, o anv spesad Ulex minor. & Lann brezhonek : brousgwez, krenn o ment, o anv spesad Ulex gallii.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

lann

1499
Daveenn : LVBCA p129 (lande)

bod lann

1659
Daveenn : LDJM.1 pg buisson (de lande)

lann

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lan

bod lann

1732
Daveenn : GReg pg buisson (de jan)

piladegoù lann

1732
Daveenn : GReg pg batee (des batées de jan pour les chevaux)

lann

1732
Daveenn : GReg pg hedein (lande piquante)

lann

1850
Daveenn : GON.II pg lann

Ned aent ket d’ar gêr, rak a-benn un hantereur pe nebeutoc’h, e kouezhent adarre warnomp, ha, kuzhet evel er gwechoù all, a-dreñv ur c’hleuz pe e-kreiz ur vojenn lann, e touarent ac’hanomp hep na c’hellemp ober droug bras dezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.312

Mont a rejomp en hent ; en em guzhet a rejomp en ur [w]aremm lann a-zioc’h kanol Milin ar Stank.

1877
Daveenn : EKG.I. p.276

Chomomp bremañ sioul ; gourvezomp e-mesk al lann war ar c’hleuz, gant aon na ve digaset unan bennak a-raok da welet ha n’eus den dre amañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.163

Lod a yae d’ar gêr da gaout o zud, ha lod all a yae, evel bleizi, da lojañ er-maez e-touez al lann pe e-kreiz ar c’hoadoù...

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Ur c’harzh lann daou vloaz a yoa war ar c’hleuz hag a guzhe ac’hanon pa vezen o sellet war an hent-bras.

1878
Daveenn : EKG.II p.88

Meur a vec’h lann hag a vec’h yeot a zo bet war va c’hein, mes n’eus bet biskoazh ker pounner bec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.130

Ar [v]evelien-all a zo aet da gerc’hat lann da bilat d’ar chatal.

1878
Daveenn : EKG.II p.167

Sellet a rejont a-gleiz hag a-zehou, a-bell hag a-dost ; furchañ a rejont ar girzhier lann a-dro-war-dro, mes ne gavjont netra.

1878
Daveenn : EKG.II p.155

E Lopreden, dioc’h an abardaevezh, e voe kement a levenez, ma teuas paotred ar Sann hag o amezeien da gichen an Ti-Du, gant [p]ep a hordenn lann.

1878
Daveenn : EKG.II p.307

Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.

1878
Daveenn : EKG.II p.38

kae da vloñsañ lann

1909
Daveenn : BROU p. 207 (va piler de l'ajonc)

En diskenn gra ar C’horve, a-raok erruout gant ar pont, e weljont ur c’hazh du, du-pod, astennet en disheol war ar c’hleuz, dindan ur bod lann.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Pep hini a zigase gantañ e skaon, ha pep hini d’e dro e c’houlaouenn-rousin hag e c'horzenn lann pe geuneud.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Eno e ri un tammig tantad gant lann ha raden sec’h… — Un tantad, Jarlig ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

lann

1931
Daveenn : VALL pg ajonc

Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.

1954
Daveenn : VAZA p.19

« Lugañ a rae al lann oc'h ma divesker. »

1960
Daveenn : PETO p86

Tra ma noazo outañ ken e gure fall, / Hor peuriñ 'vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herreg noazh hag al lann gouez a lug.

1960
Daveenn : PETO p32

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial