Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. (db. an dud) 1. Zo levenez ennañ. Laouen on ouzh ho kwelet. Kanañ a rae dre ma oa laouen e galon. 2. Trl. kv. Laouen evel an heol, ken laouen hag an heol : laouen-tre. & Dre eilp. Laouen evel kezeg digerc'h : drouklaouen. HS. bagol, drant, drev, eürus, gren, gwiv, lirzhin, mav, sart, seder. ES. drouklaouen, trist. B. Stn. (db. an traoù) A zegas levenez, plijadur. Ur c'heloù laouen. & Trl. estl. Nedeleg laouen ! HS. mat, plijus. ES. displijus, enkrezus, fall, trist. & DISPRED. [1575] Madoberus. An dotrinoù laouen. C. Doar. Plijet. Bezañ laouen gant udb. Laouen eo gant e labour. & Trl. [1931] Bezañ laouen ouzh ub. : bezañ hegarat gantañ. & Bezañ laouen gant ub. ober udb. : bezan a-du-kaer evit e ober. Laouen e vo ganin ober plijadur deoc'h. & Laouen ouzh ar boan : a c'houzañv hep klemm. Un den izel, habask, laouen ouzh ar boan. II. Adv. 1. (en ul lav. kad.) A-c'hrad-vat, gant plijadur. « Dont a ri ganimp ? - Ya laouen ! ». E ober a rejont laouen. Reiñ a reas dezhañ e eurier laouen. HS. a-youl-vat. 2. (en ul lav. nac'h) A-dra-sur. « Ober a ri an dra-se ? - Ne rin ket laouen 'vat ». 3. Avat. Ya laouen ! Eo laouen ! Nann laouen ! Ma Doue, ne rin ket laouen ! 4. (gant un av.) Brav, plijus. El lec'h m'emaint ivez, eo laouen bevañ ha laouen mervel.

Skouerioù istorel : 
71
Kuzhat roll ar skouerioù

Demat goulou knec'h-traoñ louen

1480
Daveenn : N. p100

laouen

1499
Daveenn : LVBCA p130 (lyez, ioyeux ; volenterin)

ent louen

1499
Daveenn : LVBCA p70, 130 (volentier)

Lesanvet vezo hep nep gaou / Geneomp-ni ivez en dezraoù, / Hervez e zoktrinoù laouen : / Dirak pep unan kordial, / Rak e zoktrin ouzh pep skandal : / Ha droug a vir kalon pep den.

1575
Daveenn : M. p34

M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.

1622
Daveenn : Do. p28 & 30

laouen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg alaigre

fasig laouen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg faççic (laouen)

tal laouen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (front) serain

laouen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gaillart

tud laouen

1732
Daveenn : GReg pg gai (gaïe, qui est joyeux, éveillé, p.)

rentañ laouen

1732
Daveenn : GReg pg égaier (divertir)

laouen

1732
Daveenn : GReg pg enjoué

ker laouen evel an heol

1732
Daveenn : GReg pg face (sereine & charmante)

kan laouen

1732
Daveenn : GReg pg chant (guai)

laouen

1732
Daveenn : GReg pg je me porte bien, à votre service

laouen

1732
Daveenn : GReg pg content (joyeux), gai (gaïe, qui est joyeux, éveillé.)

laouenoc'h

1732
Daveenn : GReg pg content (joyeux), gai (gaïe, qui est joyeux, éveillé.)

laouenat

1732
Daveenn : GReg pg content (joyeux), gai (gaïe, qui est joyeux, éveillé.)

laouenañ

1732
Daveenn : GReg pg content (joyeux), gai (gaïe, qui est joyeux, éveillé.)

ez laouen

1732
Daveenn : GReg pg gaiement

un dremm laouen en deus

1850
Daveenn : GON.II pg dremm

laouen-bras em eus e gavet

1850
Daveenn : GON.II pg laouen

laouenoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg laouen, laouénoc'h

laouenoc'h eo bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg laouen

laouenañ

1850
Daveenn : GON.II pg laouen, laouéna

hennezh eo al laouenañ anezho

1850
Daveenn : GON.II pg laouen

kêr laouen

1850
Daveenn : GON.II.HV pg laouen

pafalek

1850
Daveenn : GON.II pg pafalek, pavalek

Ar Vreizhadezed [sic] a zo taer ha laouen, evit an darn vuiañ.

1850
Daveenn : GON.II pg Breizadez (Les Bretonnes sont, en général, vives et gaies).

Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù : ha Ruth a zeuas didrouz, ha goude bezañ dizoloet ar pallenn war-zu an treid, en em daolas eno.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p104

Roit an aval-mañ d'al laouenañ.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, (Donnez cette pomme-ci au plus gai).

Ha ned eo ket laouen ho merc’h ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Votre fille n’est-elle pas gaie ? »

Ar re a leine dec'h amañ a zo tud laouen.

1850
Daveenn : GON.II p.73

fritañ laouen paourentez war billig ar garantez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg frita (fricasser gaiment pauvreté dans la poêle de l'amour ; en parlant des gueux amoureux)

dibaot eo kavout un den kel laouen

1850
Daveenn : GON.II pg dibaot

laouen-bras eo diskan ar ganaouenn-se

1850
Daveenn : GON.II pg diskan

laouen

1850
Daveenn : GON.II pg drañt, gaé, gwiou, joauz, laouen, laouéna, laouénaat, laouénoc'h

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Daveenn : MGK p22

Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !

1867
Daveenn : MGK p18

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Daveenn : MGK p11

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIII

Neuze oc'h laouen en ho stad ?

1867
Daveenn : MGK p10

Ne ouzon ket perak oc’h ker seder ha kel laouen hiriv, c’hwi hag a oa dec’h du ho penn ha rust evel ur bod spern. Lavarit din perak oc’h troet er mintin-mañ evel ma’z oc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.81

Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.38

A-vec’h ma oamp savet en hor sav, goude hor pedennoù, ma weljomp o tont er c’hraou mab koshañ Jañ-Mari hag e verc’h, kel laouen hag an heol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Mat, neuze, ma vezomp ar [v]istri, e vezo war beg tour Berven, a zo war an uhel, a weler a-bell hag a bep tu, ur banniel pe un drapo gwenn-kann o nijal laouen gant an avel ; ha mar kollomp, e-lec’h ur banniel gwenn, ur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kañv d’ar re a vezo marv.

1878
Daveenn : EKG.II p.107

Selaou a raen ; ya, selaou a raen, mes evel un den er-maez anezhañ e-unan... Enkrezet ha laouen e oan bep-eil.

1878
Daveenn : EKG.II p.47

Ha gant ur vouezh kreñvoc’h e lâr : / O ma Jezuz ! O me ho kar ! / Lâret din ur gerig hepken, / Ha ma c’halon a vo laouen.”

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Kae daveto ha bez laouen !

1923
Daveenn : SKET p.73

Glas ha tudek eo an draonienn, goloet a wez, a zouaroù-gounit, a beurvanoù geotek, dre-holl e-leizh enni boud an dourioù ha mouezh laouen an tropelloù.

1923
Daveenn : SKET p.16 (reizhet en eil kevrenn -1924- : p.148 : "Da reiza er gevrenn genta" P. 16, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « peurvaniou » lenn « peurvanou ». )

E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).

1923
Daveenn : SKET p.130

Envel ar rannved-se rannved an treiñ-mistri a rafen laouen ouzhpenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.70

An enezenn bleuñvet-holl a zo en a-dreñv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi (3) ?

1924
Daveenn : SKET.II p.74

Ar person en devoa tremenet un hanter [z]evezh, laouen-meurbet, e ti an aotrou Kont.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Bez deut-mat, Moridânos, emezañ. Gwerelaouenn wenn ha devezh laouen dit ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.

1924
Daveenn : SKET.II p.59

Ha laouen Bilzig dirak laouenidigezh e vreur hag e ziv c’hoar.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

daoufromet e oa he c'halon : laouen e oa ganti e vije deuet betek enni he niz, mab he c'hoar, ha trist oa ganti dre n'he doa gwelet biskoazh o vont kuit, e vuhez gantañ, kement hini a oa aet da c'houlenn ar gefridi-se

1929
Daveenn : KUHL-GWAL1 niv. 19 p. 54

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Daveenn : SVBV p7

laouen ouzh

1931
Daveenn : VALL pg affable (à l'égard de), (se montrer) aimable (pour)

laouen

1931
Daveenn : VALL pg affable

Biskoazh n'omp aet betek an nor houarn, re a aon hor boa, ha laouen o kaout aon, oc'h ober aon an eil d'egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.

1944
Daveenn : ATST p.14-15

Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.

1944
Daveenn : EURW.1 p64-65

— « Bez' ez eus e kêr, emezon-me, un aotrou gouiziek, hag a vije laouen da genteliañ brezhoneg d'ar skolidi vras. »

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Eurus [sic, "Eürus"] an daoulagad a wel ac'hanoc'h ! emezi, gant doare-komz ledan Kastilhiz, laouen bras ouzh ho kwelout, « padre portero ».

1949
Daveenn : SIZH p.45

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Pa darzhas skiltr galv ar gaouenn, / Ma c'halon daer ' dridas laouen, / Kerkent ha deut d'am c'hlask, un deiz, / Seder ez is gant paotred Breizh.

1960
Daveenn : PETO p60

Gant ar burevioù da gentañ, anat eo : ar maltouterezh, ar post - nag ur souezhenn laouen evidon kavout amañ ouzh va gortoz al luc'hskeudennoù bet tennet e Roazon en deiz a-raok ma oan aet kuit, ha bet kaset din dre nij, e doare ma oant degouezhet eno araozon !

1985
Daveenn : DGBD p26

E Ndwaniañ e kavis ar skeudenner-kartennaouer Xavier Ralougou oc'h ober e vestr hag o lakaat al labour da vont en-dro, laouen-ran o c'hellout ren eus e vurev.

1985
Daveenn : DGBD p152

An hini laouen nemeti eo Koula.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Laouen eo ganin dre ma 'c'h eus kemeret an disentez-se. Sur on ez ay pep tra a-vod ganeoc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p399

Notennoù studi

C'hoarvezet ez eus war ar ger-mañ un emdroadur Louen > Laouen e fin ar c'hrennvrezhoneg. Adalek ar Mirouer de la mort embannet e 1575 e kaver ar stumm laouen ha mont a ra diwar wel trumm an henstumm louen a veze graet gantañ c'hoazh er c'hantved kent er C'hatolicon hag e La vie de Sainte Nonne deiziet eus 1480.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial