I.
1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1924] Evn bihan-tre eus ar c'herentiad Troglodytidae, e anv spesad Troglodytes troglodytes, dezhañ ul lostig gwintet er vann, pluñv gell-rous war e gein hag e zivaskell, arwenn-gell war e vruched.
[1732] An erer a gasa al laouenan hag en deus aon razañ.
2. Laouenan gwenn : evn bihan-tre, e anv spesad Regulus regulus , dezhañ pluñv glas-olivez sklaer war e gein, un takadig melen-splann bevennet gant pluñv du war e benn, hag arwenn e gof.
HS. ac'hwilan, dreolan, troc'han.
II.
(db. an dud)
1. Bugel douget da c'hoari ha skañvbenn an tamm anezhañ.
2. Trl. kv.
Bezañ seder, lirzhin evel ul laouenan : bezañ seder-kenañ.
An érer a gaçza al laoüenan hac èn deus aoun razañ.
1732
Daveenn :
GReg
pg aigle (L'aigle hait le Roitelet, & en a peur.)
laouenan
laouénan
1850
Daveenn :
GON.II
pg laouénan, troc'han
laouenaned
laouénaned
1850
Daveenn :
GON.II
pg laouénan
« — Ur brabañser ! a veas ar maout. « — Lorc’h ennañ dirak ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued, ar pinterien, al laouenaned ! a harzhas ar c’hi. « — Ur foerer, ur c’hwizigell ! a vegelias ar boc’h.
« — Eur brabanser ! a vêas ar maout. « — Lorc’h ennan dirag ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued (1), ar pinterien, al laouenaned ! a harzas ar c’hi. « — Eur foerer, eur c’houizigell ! a vegelias ar boc’h.