Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh danvez kalet, hir, kompez ha tanav-kenañ prl. Ul lavnenn dir, goad, gouevr, houarn, wer. Lakaet e voe lavnennoù kouevr en-dro d'an arc'h. 2. Rann droc'hus binvioù zo. Lavnenn ur c'hleze, ur falc'h, ur gontell. Lavnennoù ur sizailh. Ul lavnenn dall, dogn, lemm, ratous, vegek. Barvenn, dremm, malvenn ul lavnenn. 3. (en e furm vihanaat) Pep hini eus ar speurennoù tanav, e stumm skinoù ur rod, a gaver dindan togoù spesadoù kebell touseg zo. Un tog ennañ lavnennoùigoù roz o deus kebell-touseg Pariz.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

lamenn gleze

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lame (d'épée)

lamennoù dir

1732
Daveenn : GReg pg acier

lamenn dir

1732
Daveenn : GReg pg acier

al lamenn

1732
Daveenn : GReg pg (la lame) [d'une] épée

beg ar c'hleze

1732
Daveenn : GReg pg (la pointe de l') épée

lemm, neudenn, direnn ar c'hleze

1732
Daveenn : GReg pg (le taillant de l') épée

lamenn

1850
Daveenn : GON.II pg lammen, lavnen

lavnennoù

1850
Daveenn : GON.II pg lavnen

lavnenn

1850
Daveenn : GON.II pg lammen, laon, laoun, lavnen

Mes ar falc’h n’oa ket lezet evel ma vez pa’z eer da falc’hat ar foenn d’ar foennog ; troet e oa he lagadenn dezhi, hag evel-se ec’h en em gave al lamenn a-eeun gant an troad ; heñvel e oa ouc’h un heskenn-brad, nemet m’oa hiroc’h ha pounneroc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.273

Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank (1), war laonennoù o c’hlezeier hag o gouglezeier, war houarn o goafioù (2), war soc’h o skoedoù (3), war fust o arouezintioù-brezel.

1923
Daveenn : SKET p.128

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Daveenn : SKET p.75

Peurc’hraet ar c’hreñvlec’hioù ha marc’het en o mudurunoù an dorojoù anezho, laonennoù arem a-dreuzkiz dezho d’o c’hreñvaat, setu e reas Nemetos kendastum an holl labourerien.

1923
Daveenn : SKET p.128

Ar manegeier-se, er brezel, a veze outo, moarvat, laonennoù metal.

1924
Daveenn : SKET.II p.19, notenn (3)

Yann ar Fusteg en doa bet ur mennozh dispar : lakaat ober e ti ur bizaouier div lavnenn ur c’hleze berr, ha pa vezent staget en o c’hochoù, ne raent nemet unan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.114-115

Ma Doue ! Piv eo an amjestr / A zo 'n em gavet d'ober mestr / E-barzh ma zi, 'enep pep gwir, / Dre nerzh didrec'h e lavnenn zir ?

1960
Daveenn : PETO p43

Ha bremañ, kure, kerzh, / 'Barzh pell, dre youl an Nerzh / E vo da benn e gwerzh / Da vezañ boued d'e lavnenn zir.

1960
Daveenn : PETO p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial