Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Strollad tud a son pep a venveg a-gevret en un doare urzhiet. [1954] D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas evel-just bezañ ezel al laz-seniñ [...]. [1954] War-zigarez reiñ lusk d’ar gouelioù, en devoa lakaet ar Maer en e benn aozañ ur genstrivadeg etrevroadel evit al lazoù-seniñ [...]. [2012] Rankout a rez soñjal er c'hoarigandi, hogen ket d'un deiz boutin, kentoc'h da-geñver ur bal meur, hag el lec'h m'emañ al laz-seniñ ez eus un doare kelc'h.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas evel-just bezañ ezel al laz-seniñ, ha dibab a ris an « trombonne » marteze abalamour da stumm iskis ar benveg-se a-vent ganin-me war-vete nebeut.

1954
Daveenn : VAZA p.51

Gwad fall a ris e-pad un toullad devezhioù, hogen a greiz-holl e teuas din koun eus laz-seniñ Brest, Musique des Equipages de la Flotte, am boa gwelet e Landreger e-keñver gouelioù Renan.

1954
Daveenn : VAZA p.79-80

Gallout a reot e[-]giz-se bezañ galvet kent na vo pell da garter-mestr ha goude da segond-mestr, ha piv a virfe ouzhoc’h da vezañ isrener ul laz-seniñ ?

1954
Daveenn : VAZA p.81

War-zigarez reiñ lusk d’ar gouelioù, en devoa lakaet ar Maer en e benn aozañ ur genstrivadeg etrevroadel evit al lazoù-seniñ, ha diredet e oa eus pep lec’h saverien o fri a-vil-vern, dre ma krede dezho e weljent kement ha ma karent an Impalaer, e wreg hag o bugale.

1954
Daveenn : VAZA p.182

Rankout a rez soñjal er c'hoarigandi, hogen ket d'un deiz boutin, kentoc'h da-geñver ur bal meur, hag el lec'h m'emañ al laz-seniñ ez eus un doare kelc'h.

2012
Daveenn : ADULT p. 171

Ofis publik ar brezhoneg