ledan
bras ha ledan
ledan
hir ha ledan
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
ledan
En Enez-Sun, da skouer, e vez graet "an ober" eus ur bae ledan digor, stêr ebet oc'h echuiñ ennañ.
Ur puñs kuzhet a zo war an dorgenn ; ledan eo ha don, ha graet en e bezh gant mein-benerezh.
Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.
A-raok koan, e rae an danvez-leaned o monedone, en ur zivizout gant an tadoù-renerien, en hanterenn ledanañ eus ar vali, etre div c'harzhad beuz, traoñ koad an dorgenn.
Eurus [sic, "Eürus"] an daoulagad a wel ac'hanoc'h ! emezi, gant doare-komz ledan Kastilhiz, laouen bras ouzh ho kwelout, « padre portero ».
Eus Mavis da vont di n'eus ket kalz ouzhpenn teir eur dreizh, lakaomp peder eur evit ober ledan.
Souezhus ar c'hemm a c'hell c'hoarvezout adarre gant ar mor ur wech ma vezer aet e-biou d'ar beg-douar-se : e pleg-mor Biskaya hor boa bet tro da welout houlennoù ledan o vont war o gorregezh en ur c'hoari gant al lestr, etre beg Finisterre hag hini Sant Visant mor brizhc'hlas drailhet evel ma c'heller kaout en-dro da Vreizh.
Poole, ha me, emaomp o vont da forzhañ dor ar gambr-studi. Ledan a-walc'h eo va choug evit sammañ ar rebech, mard a mat pep tra.
"Deuit, deuit," a lavar din Dermitzakis, birvilh ennañ, ledan e vousc'hoarzh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ledan