I.
Bronneg kigdebrer gouez eus ar c'herentiad Felidae, e anv spesad Panthera leo, gell e vlevenn, a vev en Afrika hag en Azia, e tropelloù bihan.
Yudal a ra al leoned.
&
Trl. kv.
Bezañ hardizh evel ul leon : bezañ hardizh, dispont-kenañ.
II.
1. (db. an ardamezioù)
Skeudenn ul leon en e sav.
Ul leon zo war ardamezioù Bro-Leon.
2. (gant ur bennlizherenn-dal)
Steredeg al Leon : steredeg lec'hiet en arouezkelc'h, damheñvel da welet ouzh trolinenn ul leon en e buch, he anv skiantel Leo.
An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.
An arabaich a so ul langaich qer fourniçz ma èn deus mil hano evit ur c'hleze, pémp cand evit ul leon, daouc'hand evit ar sarpand, ha pévar-uguend evit ar mèl.
1732
Daveenn :
GReg
pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)
Ret eo griat kroc'hen al louarn ouc'h hini al leon. Ret eo em servijout eus ar furnezh kerkoulz hag eus an nerzh [a-]enep un adversour.
Ret eo gryat croc'hen al loüarn ouc'h hiny al leon. Red eo hem servichout eus ar furnez qer couls hac eus an nerz aënep un adversour.
1732
Daveenn :
GReg
pg (il faut) coudre (la peau du renard avec celle du lion)
skilfoù al leon
sqilfou al leon
1732
Daveenn :
GReg
pg griffe (Les griffes du lion)
geol al leon
gueaul al leon
1732
Daveenn :
GReg
pg gueule (Gueule du lion.)
Samson a gavas mel e-barzh en geol ul leon.
Samson a gavas mêl ebarz eñ gueaul ul leon.
1732
Daveenn :
GReg
pg gueule (Samson trouva du miel dans la gueule d'un lion.)
leonezed
léonézed
1850
Daveenn :
GON.II
pg léonez
mel a gavas e geol al leon
mél a gavaz é géôl al léoun
1850
Daveenn :
GON.II
pg géôl
leon
léon
1850
Daveenn :
GON.II
pg léon
leoned
léoned
1850
Daveenn :
GON.II
pg léon
leonez
léonez
1850
Daveenn :
GON.II
pg léonez
Gant e gig[,] al leon a goanias, / Gant e groc'hen en em c'holoas. / Setu, tostennerien, penaos vezit paket !
Gant he gik al leon a goaniaz, / Gant he groc'hen en em c'holoaz. / Setu, tostennerien, penaoz vezit paket !
1867
Daveenn :
MGK
p105
En-dro dezhañ ur c'hroc'hen leon, / Un azen eus an azenañ, / Evitañ da vout digalon, / A lakae an holl da grenañ.
Enn dro d'ezhan eur c'hroc'hen leon, / Eunn azen euz ann azena, / Evit-han da vout digaloun, / A lakea ann holl da grena.
1867
Daveenn :
MGK
p61
Ul leon asik, izil, dre ma oa kozh-meurbet / A felle dezhañ kaout louzoù oc'h ar gozhni.
Eul leon asik, isil, dre ma voa koz meurbed / A felle d'ezhan kaout louzou oc'h ar gosni.
1867
Daveenn :
MGK
p103
— « Eus a zen ? eme 'l leon ; mat ! mat ! Bremañ-souden / Ra vo c'hwezhet an tan warnañ, ma na deu ket ! »
— « Euz a zen ? eme 'l leon ; mad ! mad ! brema zouden / » Ra vo c'houezet ann tan war-n-han, ma na deu ket ! »
1867
Daveenn :
MGK
p104
Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouzh e heul gant krec’hioù ha traoñioù evit e blaouiañ.
Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouz e heul gant krec’hiou ha traoniou evid e blaouia.
1923
Daveenn :
SKET
p.17
Un doare dibar a gizhier gouez eo al leoned-se : kement anezho ha tirvi, en tu-hont da nerzh an tarv o devez [o deus] gwevnded ha skañvded ar c’hazh-karvetaer.
Eun doare dibar a gizier gouez eo al leoned-ze : kement anezo ha tirvi, en tu-hont da nerz an taro o devez gwevnded ha skanvded ar c’haz-karvetaer.
1923
Daveenn :
SKET
p.17 (+ p.197 "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 17, lin. 8, e lec’h « o devez » lenn « o deus »". )
Skrij ar bleiz hag eurc’h an arzh a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr brizhroudennek.
Skrij ar bleiz hag eurc’h an arz a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr briz-roudennek.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.48
Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennoù, ouzh o strakañ evel klor kraoñ.
Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennou, ouz o straka evel klor-kraon.