Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Lakaat traezoù, danvezioù en ul lestr, en ur vag, en un nijerez. Lestrañ pourvezioù. Lestrañ tireoul, gaz, prenn. HS. kargañ. II. V.g. 1. (db. an dreizhidi) Mont war ul lestr, war ur vag, sevel en un nijerez. Lestrañ en aerborzh Gwipavaz. HS. ambarkiñ. 2. MERDEAD. Mont da labourat e bourzh ur vag, lakaat e anv war roll al lestrad martoloded. Gwechall e lestre ar baotred yaouank evel moused. HS. en em ambarkiñ. ES. dilestrañ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

en em lestrañ

1850
Daveenn : GON.II pg léstra

lestret

1850
Daveenn : GON.II pg léstra

n'eo ket c'hoazh lestret an dour

1850
Daveenn : GON.II pg léstra

lestrañ

1850
Daveenn : GON.II pg baga, léstra

Goude-se, e voe divizet eo me, ar yaouankañ, a vije sekretour ar strollad, hag a vije karget da vodañ ar Vretoned a Vreizh e Sant-Malo, da lestrañ eno.

1944
Daveenn : EURW.1 p.104

Lestrañ ha dilestrañ ar marc'hadourezh a zeu neuze da vezañ ur gudenn.

1985
Daveenn : DGBD p19

Ur bern traoù am boa da renkañ va-unan peogwir e oa aet Marceau C. em raok d'ar Fernan Vaz, hag e kouezhe pep tra war va chouk ha n'ouzon ket pet gwech bemdez e ranken mont e kêr, rak ur bern traoù a oa da vezañ lestret, ha ret e oa ivez gwelout an dud o devoa roet harp deomp evit hol labour.

1985
Daveenn : DGBD p191

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial