Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.
Ne reas kalz van nag ouzh ar c’hirri-tram a rae kement a dodilhon, nag ouzh an engroez martoloded ken stank ma’z oa gronnet ar straedoù ganto, nag ouzh al lenn, pe ar pont bras hag al listri[-]brezel er Penfeld.
Bez’ e oa ivez el lenn nepell diouzhimp ul lestr-brezel pe gentoc’h ul lestr-bale eus Haiti, kaerañ hini ar vro-se ha n’he devoa marteze hini all ebet nemetañ, met divilhal a rae war vegig e wern banniel ur besadmiral (1) ha dre-se e rankas Thierry gozh plegañ, daoust ha ma fuc’he, da vont da gentañ beteg ar vagig-se d’ober ur weladenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lestr-brigand