« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a-biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »
Pemp dervezh goude-se, ur merc’hervezh, etre dek hag unnek eur eus ar mintin, sklaer an amzer ha tomm an heol, ar viskinenn Maris-Stella, — steredenn ar mor, — kabiten Jaouen, a save he eorioù eus a borzh Brest, hag a yae, gant an avel-draoñ, er-maez eus ar rad, dre greiz al listri a vrezel, hep ma teuas hini da c’houlenn diganti da belec’h ez ae.
An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.
Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.
brezel
klañvdi-brezel
galv d'ar brezel
e brezel
brezel en aer
brezel
Dinan, avat, mar deo bet kêr-a-vrezel ; Dinan, mar deo bremañ kêr-skouer an artizaned, n'he deus ket mezh gant he orinoù. Keuz dezho ne lavaran ket.
Ar manati, tamolodet e traoñ ar pikernoù moal, a chome anezhañ dismantroù e iliz hag e gloastr, bet freuzhet [sic, freuzet] e-doug ar brezelioù evit Don Carlos.
Ankounac'haet krenn am boa danvez ha zoken anv ar bennoberenn-se, met ul lajadig kent na darzhas ar brezel diwezhañ e tegouezhas din en em gavout gant ur c'habiten-lestr - unan eus va c'hoarierien vihan, aet bremañ da anaon evel an darn vuiañ eus ar re all.
E-pad ar brezel eildiwezhañ e loc'has ar C'hleber d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken [sic] ne zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser na martolod ne chomas bev da zisklêriañ penaos, pelec'h ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.
Traoù iskis am boa klevet gwechall digant paotred Kamp Koñli diwar-benn Alamaned ar brezel 70 hag ar spont a skignent dirazo.
Ha ma rankas buan an dud tremen eus ar "c'hafe-kafe" d'ar "c'hafe-heiz", ne veze ket ken diaes-se kaout te e-pad ar brezel e Goueled Breizh.
Ur miz brezel bihan diehan, ar re gozh e-giz ar re yaouank, an holl, noz-deiz, o vrezeliañ a-enep "an torfed diwezhañ enep an natur".
Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras...
Da neuze e oa deuet ar savadur da vezañ unan eus elfennoù pennañ mesenerezh an dug Yann IV hag a venne dre ar politikerezh-se kreskiñ lorc'hañs e lignez, nevez deuet trec'h goude brezel hêrezh Breizh ha gounit kalon ar bobl.
Seul vui ma ouien e oa bet lazhet breur da dad gant ar gomunourion da vare ar brezel diabarzh.
Ha c'hoazh ne lakaomp ket ar gaoz diwar-benn [war] an diktatourien a deu d'hor gwelet amañ, diwar-benn [war] ar c'hreantourien-saotrerien, ar gouarnamantoù hag a aoz brezelioù, ar vinistred a zoug raktresoù lezenn drastus evit an dud, ha kement zo...
N'eus ket ezhomm da vont pelloc'h evit an "demokratelezh veur" a vevomp enni. Ganti n'eo ket gwall vrav an traoù dija: tud fuzuilhet da vare ar Gumun hag er fozelloù e 1917, lod all lazhet en trevadennoù (aloubadeg Aljeria, Setif, Madagaskar, ar meuriad Bamileke e Kameroun...) hag an trevadennoù mod nevez (lazhadeg ar Rwanda, brezel al lennoù bras, bombezadegoù Iran, Serbia pe Afganistan).
Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
brezelaat