Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A blij dezhañ ar brezel. Santout a reas ur galon vrezelgar o tridal en he c'hreiz. Ur vro vras, broudet gant he spered brezelgar o kreskiñ. 2. Dre ast. Taer. Gwezhioù all e tarzhe tan-kurun e selloù brezelgar war ar skolidi.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Daveenn : SKET p.43

Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Daveenn : SKET p.117

brezelek, brezelgar

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Guerrier (adj.), belliqueux".

brezelgar

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XL, belliqueux

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial