Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Eus an Ejipt ez on aet da Gartada, kêr he c’hant-ha-kant a vagoù, porzh al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigezhioù an douaroù-Bras hag an inizi, ma kaver ennañ sklaved o tont eus par pellañ ar bed, eus pevar c’horn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.18

lestr-reder-mor

1923
Daveenn : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Croiseur".

Galvet e oan da vont gant an admiral Thierry war vourzh al lestr-reder Kleber eoriet neuze e porzh mor Toulon (1), hag a dlee e-pad daou vloaz diouzhtu kantreal a-dreuz hag a-hed ar mor Atlantek, « campagne des Antilles » evel ma veze graet diouzh ar veaj-se, gwellañ hini ’oa, hervez ma lavare Biz Kamm, ha gant-se kenderc’hel a rae va flanedenn da dreiñ war an tu mat.

1954
Daveenn : VAZA p.87

Ne oa ket peurzifourket an daou lestr-reder e lenn Fort-de-France, kêrbenn an enezenn vras Martinika, ma lovee dija e[n]-dro dezho un hanter-kant bennak a vigi leun-kouch a verc’hed yaouank du pe duoc’h, met petra ’vern […].

1954
Daveenn : VAZA p.91

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial