Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Galloud da lakaat ub. da blegañ. Kaout levezon war e enebour. Eno hoc'h eus al levezon warnon. 2. Dre ast. Beli. Levezon an duged o kreskiñ. 3. Galloud en devez ub., udb. da lakaat ub., udb. all da gemm diwar e skouer, e veli, e oberoù pe e nested. Kaout levezon war ub., udb. Levezon ur sevenadur war unan all. 4. Micher. Reiñ levezon da udb. war udb. all : lakaat an dra-se da c'holeiñ udb. all. Goleiñ a ris ma zi gant renkennadoù plenk, ha reiñ a ris dezho, an eil war egile, un nebeud levezon, evel ma lavar an doerien.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

levezon

1732
Daveenn : GReg pg ascendant (le dessus, supériorité sur un autre, sur son ennemi), exaltation (élevation)

kaout al levezon war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg (avoir le) dessus (l'avantage sur son ennemi)

kemeret al levezon

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) dessus (la premiere place)

levezon

1732
Daveenn : GReg pg avantage (avantage, degré d'élevation), élévation (avantage)

levezon

1850
Daveenn : GON.II pg lévézoun

levezon

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lévézoun

ha lévézoun hoc'h eûs-hu war-n-ézhi ?

1850
Daveenn : GON.II pg lévézoun

levezon

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lévézoun

setu eno levezon e garg

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lévézoun

Diwall ar skrivour anezhañ ouzh pep fazi, ouzh pep treuzlevezon, ouzh pep strobinell ; diwall ar skrid ouzh pep koll, ouzh pep gwall, ouzh pep drast !

1923
Daveenn : SKET p.83

levezon vestroniezh

1931
Daveenn : VALL autorité

levezon

1931
Daveenn : VALL pg ascendant, autorité, avantage

An Naer a vije bet bihan e levezon war an Den Kentañ.

1949
Daveenn : SIZH p.40

War da dud, troet da vreskenn, / Levezon n'ac'h eus un eskenn.

1960
Daveenn : PETO p52

levezonoù

1978
Daveenn : NDBF pg levezon

Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.

1985
Daveenn : DGBD p17

En abeg d'ar pleg-se e c'hoarveze gantañ alies bezañ an den dereat diwezhañ o taremprediñ ar re a yae d'an emgoll, hag o kaout levezon war o buhez.

2012
Daveenn : DJHMH p9

E deroù ar bloavezhioù 1200 avat eo al levezon norman a gemeras he zu.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 9

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

[...] Ar politikour-se bras e levezon [...] en deus lavaret deomp e oa Korasidis ur mezeg barrek-kenañ hag un den brokus-meurbet, setu e oa mat deomp bezañ trugarezus un tammig o wiriañ e zisklêriadur.

2015
Daveenn : EHPEA p110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial