Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stumm dic'hour eus ar verb "lavaret" an doare-disklêriañ en amzer-vremañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Petra ez eo pec'hed ? D. Kement a leverer, a zezirer, pe a reer enep al Lezenn ha volontez Doue.

1677
Daveenn : Do. p35

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Daveenn : SKET p.14

Eno e veve, war a leverer, ar roue e ziskouarn-marc'h [...].

1923
Daveenn : SKET p.15

– « Ya, neb a gousk[,] a zebr, war a leverer », a ris en ur farsal.

1944
Daveenn : EURW.1 p80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial