Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Rag. gour renet [1499] (dirak ur furm v. displ. pe etre an ar. "da" hag un av.) [1499] Doue da'z salvo ! [1909] Me az pako. [1927] Me az kwel. 2. Raganv implijet e furmoù displeget devout en eil gour unan. Ur frouezhenn az po ? Klevet ez poa ar c'heloù-se ivez ? EVEZH. Kemm. kalet goude "'z".

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

Doe da'z salvo

1499
Daveenn : LVBCA p30, 49, 64, 179, 204 (dieu te salut)

az

1499
Daveenn : LVBCA p30

Krist az vez trugarez ouzhimp

1499
Daveenn : LVBCA p30, 71, 127, 154, 163, 199 (crist ayez mercy de nous)

Pe da heni ez respontas ar werc'hez : [«]Entent, me a[z] ped hag egzamin envat kent barn petra a lavaran dit, pe me a zle mui choazañ ur roue debil, fall, mortel, hakr, ha bilen, ha diform[.»]

1576
Daveenn : Cath p19

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]

1576
Daveenn : Cath p7

[«]Ha neuze pa ez vezo aznavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draezoù, ha ne ve ket posipl kavout dezhañ heñvel, neuze azeul-eñ ha glorifi-eñ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez.[»]

1576
Daveenn : Cath p7-8

da'z tud

1732
Daveenn : GReg pg gens (Tes gens.)

Na'z pez ket aon.

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Ne crains point.)

Me az kwelo.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "je te verrai".

Pa voe distroet Ruth da gaout he mamm-gaer, Noemi a lavaras dezhi : Klask a rin habaskted dit, hag az likin da vezañ ervat

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p103

Va breur az mago.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Me az pevo.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "je te nourrirai".

Me az talc'ho.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "je te tiendrai".

Me az kalvo.

1850
Daveenn : GON.II p.10, introduction, "je t'appellerai".

— « Strafuillet on gant ker bras aon / Ma'z eo din torret-krenn va naon ; / Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet.

1867
Daveenn : MGK p128

Deus du-mañ ganin da'z koan hag az po an tañva. Ne lâran ket nann.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

me az pako

1909
Daveenn : BROU p. 204

Amañ ec’h adteui gant da c’hourdadoù, gant emvodadeg-veur gwazed ha merc’hed da ouenn, gant da gerent aet da anaon, gant kement az kar hag a garez.

1923
Daveenn : SKET p.73

O welout o c’hoar o tont tre en ti, e savjont en o c’hoazez hag e tirolljont da skuilhañ daeroù puilh. « Oh ! emezo o-div, n’oamp ken en gortoz d’az kwelout mui ! »

1923
Daveenn : SKET p.107

Ha gant he gwallgalonad, re dezhi, c’hwerv ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet dit, az servije leal, karantezus, hag a [z]leje bezañ ker d’az kalon, ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".

1923
Daveenn : SKET p.111-112

A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredoù kontammet diouto az kourvezo marv-mik e strad da vag.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

— Doue d’az pinnigo, va mabig karantezus !… Doue d’az pinnigo !… he dorn war benn he faotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

Me a dizho ac’hanout, Bilzig, me az tizo, Bilzig ! a grias warnañ Yann. Me a baeo dit da veskl, marmouz fall, mic’hiek !

1925
Daveenn : BILZ2 p.143

az

1927
Daveenn : GERI.Ern pg az1 (te, toi)

me az kwel

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a4 (je te vois), az1 (je te vois)

Gwall bilpous, person, az kavan / Ha, d'en lâret, mui ne davan / Pa anavezez e pe lec'h / Emañ an trubard ' zo war dec'h.

1960
Daveenn : PETO p39

Berrboellik az kavan, dievezh ha sot, / Ma kredez 'ri atav digastiz da did.

1960
Daveenn : PETO p37

Touer kozh, bremaik e weli / Ma, d'az parn, n'hon eus ar veli.

1960
Daveenn : PETO p74

Notennoù studi

Da vare ar c'hrennvrezhoneg, merk ar raganv gour "'z" a c'halle mont da get pa heulie ar rannig verb "a". Kement-se a weler e testenn Buhez Santez Katell (1576) : "Entent, me a ped[...]"

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial