Ger perc'h.
(goude an ar. "da" ha "e")
[1677, 1909, 1927] Termen a dalvez da c'heriañ an eil gour unan.
[1677] Ro da'z kerent enorioù.
[1898] Petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?
[1909] Me 'lavaro da'z tad. [1927] Da'z preur.
EVEZH.
Kemm. kalet goude "'z".
Daveenn :
GON.II
p.81, "Dis à ton petit frère qu'il se taise".
Pa vezo kreisteiz, e kasi e lein da'z tad.
Pa vézô kresteiz, é kasi hé lein d’az tâd.
1850
Daveenn :
GON.II
p.68
Un aval a roin da'z c’hoar.
Eunn aval a rôinn d’az c’hoar.
1850
Daveenn :
GON.II
p.67
A-raok sevel e-unan e-barzh, an Aotrou Poullaoueg a grogas a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en u[l] lavaret : — Bennozh Doue dit, d’az kwreg ha d’az pugale, Kivoron.
Araok sevel he-unan ebarz, an Aoutrou Poullaouec a grogaz a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en eur lavaret : — Bennoz Doue dit, d’as krek ha d’as pugale, Kivoron.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.226
Me a raio an neuz da vont da besketa, a yelo eus ar Porzh-Don gant va bag, hag a dremeno a-rez Melgorn evit kemeret an Aotrou Poullaoueg en ur vont a-biou, hag her c’haso d’az lestr-te a vezo war dro ar Forn.
Me a raio an neuz da vont da besketa, a ielo euz ar Porz-Doun gand va bak, hag a dremeno a-rez Melgorn evit kemeret an Aoutrou Poullaouec en eur vont abiou, hag her c’haso d’as lestr-te a vezo var dro ar Fourn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.217
Deus du-mañ ganin da'z koan hag az po an tañva. Ne lâran ket nann.
Deuz du-man gan-in d'as koan hag as po an tanva. Na laran ket nann.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Chomet ec'h on batet war ar pezh a welan 'n ez park.
Chomet ec'h on batet war ar pez a welan 'n es park.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?
Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lar d'in, d'eun den fall a zeufe d'as ti da zispenn, diraz-out, en e gomzou, eur vamm e teuz karet hag a gares kement ?
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Komzoù da roue, tarv ar C’huzh-heol, kemenn anezho da'z preudeur, da'z pugale, da'z touarened, ha ma tremenint a-rumm-da-rumm betek an deiz diwezhañ.
Komzou da roue, taro ar C’huz-heol, kemenn anezo d’az preudeur, d’az pugale, d’az touarened, ha ma tremenint a-rumm-da-rumm beteg an deiz diweza.
1923
Daveenn :
SKET
p.50
Ha gant he gwallgalonad, re dezhi, c’hwerv ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet dit, az servije leal, karantezus, hag a [z]leje bezañ ker d’az kalon, ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".
Ha gand he gwall-galonad, re d’ezi, c’houero ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet d’it, az servije leal, karantezus, hag a dleje beza ker d’az kalon (1), ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".
1923
Daveenn :
SKET
p.111-112
— Ma ! Madelen, ur wech all lavar d’az mamm… ya, ya, lavar dezhi delc’her ac’hanoc’h en ho kwele betek ar beure : n’eo ket mat evit ar vugaligoù eveldoc’h redek an noz ken diwezhat.
— Ma ! Madelen, eur wech all lavar d’az mamm… ya, ya, lavar d’ei delc’her ac’hanoc’h en ho kwele beteg ar beure : n’eo ket mat evit ar vugaligou eveldoc’h redek an noz ken diweat.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.126
da'z preur
d'az preur
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg az1 (à ton frère)
« Ar gorre [eus an douar] a zo dit hag a vezo dit ha da'z rumm, gant ma anzavi ac'hanon da aotrou, ha ma paei din pe da'm gouarnour ul leve bloaziek. »
« Ar gorre [eus an douar] a zo d'it hag a vezo d'it ha d'az rumm, gant ma anzavi ac'hanoun da Aotrou, ha ma paeo d'in pe d'am gouarnour eul leve bloaziek. »